Elektronek : diforc'h etre ar stummoù
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: bar:Elektronik, ne:इलेक्ट्रोनिक्स |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: tt:Электроника |
||
Linenn 103: | Linenn 103: | ||
[[tpi:Elektroniks]] |
[[tpi:Elektroniks]] |
||
[[tr:Elektronik]] |
[[tr:Elektronik]] |
||
[[tt:Электроника]] |
|||
[[ug:ئېلېكترون ئىلمى]] |
[[ug:ئېلېكترون ئىلمى]] |
||
[[uk:Електроніка]] |
[[uk:Електроніка]] |
Stumm eus an 15 Ebr 2011 da 19:01
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An elektronik a zo ur skourr eus ar fizik hag e-keñver-se eo he fal studiañ ar fenomennoù elektronikel, da lavaret eo red an elektronioù hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù, ar pezh a ra eo ur skiant rik eus un tu hag eus un tu all ur c'helenn teknikel evit ijinañ ha lakat en-dro an ardivinkoù elektronikel.
Dre m'eo techet an tredan da heuliañ ur roudad eo dra bouezusañ ijinañ meur a seurt roudadoù evit sevel ardivinkoù elektronikel. Hag ar pleustriñ war ober ardivinkoù eo al lodenn vras eus labour an elektronikourien a vez renket en ijinouriezh elektronikel.
An implij liesañ eus ar roudadoù elektronikel eo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ an ditour (en e stumm elektronikel) hag ivez daskemm ar c'halloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep detektiñ pe grouiñ maezadoù ha redoù tredanel. Ha dre vras e ra an darn-vuiañ eus ar sistemoù elektronikel pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemenn.
Goude an implij simpl a veze graet eus an tredan gant ar pellskriver hag ar pellgomz eo bet mare ar roudadoù elektronikel hini ar skingomz e deroù an XXvet kantved, kendalc'het ez eus bet gant ijinañ ar skinwel ha bremañ an ardivinkoù elektronikel o deus aloubet pep tachenn eus ar vuhez er broioù diorroet. Kontrolliñ a reont kement ar sistemoù a-bouez ma'z eus savet aon e c'hellfe e-leizh anezho chom a-sav diwar degouezhioù dreistordinal (bombezenn atomek, melloù mein-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar.