Sofia Magdalena Danmark : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
Merc'h e oa da [[Frederig V Danmark]] ha da [[Louise Breizh-Veur]]. He mamm a varvas pa oa 5 bloaz ar verc'hig. <br /> |
Merc'h e oa da [[Frederig V Danmark]] ha da [[Louise Breizh-Veur]]. He mamm a varvas pa oa 5 bloaz ar verc'hig. <br /> |
||
En 1766, da 20 vloaz, e timezas da [[roue Sveden]], [[Gustav III]]. Daou vab o doe: |
En 1766, da 20 vloaz, e timezas da [[roue Sveden]], [[Gustav III]]. Daou vab o doe: |
||
* [[Gustav IV Sveden]] (1778-1837), a zimezas en [[1797]] da [[ |
* [[Gustav IV Sveden]] (1778-1837), a zimezas en [[1797]] da [[Friederike Dorothea von Baden]] (1781-1826), c'hoar da impalaerez Rusia |
||
* Carl, dug Smaland (1782-1783) |
* Carl, dug Smaland (1782-1783) |
||
Linenn 20: | Linenn 20: | ||
===Intañvez=== |
===Intañvez=== |
||
En 1792 e voe muntret he fried, hag he breur-kaer eo a renas betek 1796, da c'hortoz he mab da vezañ en oad . Neuze e voe anvet he mab da roue. Koll e gurunenn a reas Gustav IV e 1809 avat, goude ur brezel a-enep Rusia, ma voe faezhet Sveden. Ret e voe dezhañ kuitaat Sveden gant e bried, ar rouanez [[ |
En 1792 e voe muntret he fried, hag he breur-kaer eo a renas betek 1796, da c'hortoz he mab da vezañ en oad . Neuze e voe anvet he mab da roue. Koll e gurunenn a reas Gustav IV e 1809 avat, goude ur brezel a-enep Rusia, ma voe faezhet Sveden. Ret e voe dezhañ kuitaat Sveden gant e bried, ar rouanez [[Friederike Dorothea von Baden]] (1781–1826), hag e vugale. Dizimeziñ a reas neuze e 1812, ha fiziet e voe e vugale en o eontr [[Alesant Iañ Rusia]], an hini a oa bet trec'h e brezel 1809.<br /> |
||
Adarre e voe roet ar gurunenn d'he breur-kaer Carl, anvet [[Charlez XIII]]. |
Adarre e voe roet ar gurunenn d'he breur-kaer Carl, anvet [[Charlez XIII]]. |
||
<!-- |
<!-- |
Stumm eus an 25 C'hwe 2011 da 18:34
Sofia Magdalena Danmark ( 1746-1813), a oa ur briñsez danat, rouanez Sveden goude hec'h eured d'ar roue Gustav III Sveden.
He buhez
Merc'h e oa da Frederig V Danmark ha da Louise Breizh-Veur. He mamm a varvas pa oa 5 bloaz ar verc'hig.
En 1766, da 20 vloaz, e timezas da roue Sveden, Gustav III. Daou vab o doe:
- Gustav IV Sveden (1778-1837), a zimezas en 1797 da Friederike Dorothea von Baden (1781-1826), c'hoar da impalaerez Rusia
- Carl, dug Smaland (1782-1783)
Reuz
E 1778 e c'hoarvezas reuz bras e lez Sveden.
Degouezhout a reas daou vreur ar roue, Karl (1748-1818), ha Frederig Adolf (1750-1803), e ti o mamm, Lovisa Ulrika, rouanez trederannerez, hag int da embann e oa pep a serc'heg gant an darn vrasañ eus ar maouezed, nemet gant o mamm evel-just. Ha hi da eilgeriañ ne oa ket kont evel-se gant he merc'h-kaer, ar rouanez Sofia Magdalena, avat. Neuze e tirollas an daou vreur da c'hoarzhin. Ar c'hont Adolf Fredrik Munck, emezo, a veze oc'h ober al lez d'o c'hoar-gaer.
Droug er vamm-gaer
Droug bras a oa e mamm-gaer ar rouanez, ha hi da c'houlenn prouennoù. Pa c'hanas ar rouanez yaouank ur mab e 1778 e krede start tud al lez e oa ar c'hont Munck eo a oa an tad. Neuze e savas tabut etre Lovisa Ulrika hag he mab roue, ha hi da damall dezhañ leuskel he fried d'ober pezh a gare. Hag eñ gourdrouz harluañ e vamm da Pomerania (Pomerania svedat).
Ne voe nemet he bugale yaouankañ Frédéric-Adolphe ha Sophie-Albertine a savas a-du gant ar rouanez kozh. Ret e voe dezhi skrivañ un diskleriadur ma tinac'he he zamalloù. Urvezhekadenn all e voe dezhi eta, goude hini 1756. An doll dud eus an tiegezh roueel a sinas, nemet ar rouehag ar rouanez evel-just, ha c'hwec'h kannad eus breujoù ar vro. Ne bardonas ar roue d'e vamm nemet pa voe ar rouanez kozh war he zalaroù.
Intañvez
En 1792 e voe muntret he fried, hag he breur-kaer eo a renas betek 1796, da c'hortoz he mab da vezañ en oad . Neuze e voe anvet he mab da roue. Koll e gurunenn a reas Gustav IV e 1809 avat, goude ur brezel a-enep Rusia, ma voe faezhet Sveden. Ret e voe dezhañ kuitaat Sveden gant e bried, ar rouanez Friederike Dorothea von Baden (1781–1826), hag e vugale. Dizimeziñ a reas neuze e 1812, ha fiziet e voe e vugale en o eontr Alesant Iañ Rusia, an hini a oa bet trec'h e brezel 1809.
Adarre e voe roet ar gurunenn d'he breur-kaer Carl, anvet Charlez XIII.
Mervel a reas Sofia Magdalena Danmark e 1813, da 67 bloaz.