Gian Galeazzo Sforza : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:Gian Galeazzo II. Maria Sforza.jpg|thumb|200px|Gian Galeazzo Sforza, Leonardo da Vinci (?), 1483]] |
[[Skeudenn:Gian Galeazzo II. Maria Sforza.jpg|thumb|200px|Gian Galeazzo Sforza, Leonardo da Vinci (?), 1483]] |
||
[[Image:Gian Galeazzo e Ludovico testone 681662.jpg|200px|thumb|Gian Galeazzo Maria Sforza (a sin) gant e eontr [[Ludovico il Moro]]. ]] |
[[Image:Gian Galeazzo e Ludovico testone 681662.jpg|200px|thumb|Gian Galeazzo Maria Sforza (a sin) gant e eontr [[Ludovico il Moro]]. ]] |
||
[[Image:Isabella of Aragon.jpg|thumb|right|200px|[[Isabella d'Aragona]], priñsez eus [[Rouantelezh Naplez]].]] |
[[Image:Isabella of Aragon.jpg|thumb|right|200px|[[Isabella d'Aragona (1470-1524)|Isabella d'Aragona]], priñsez eus [[Rouantelezh Naplez]].]] |
||
'''Gian Galeazzo Sforza''', pe '''Giovan Galeazzo Maria Sforza''' ganet d'an [[20 a viz Mezheven]] 1469 en [[Abbiategrasso]], marvet d'an [[22 a viz Here]] 1494 e [[Pavia]], da 25 bloaz, a oa 6vet [[dug Milano]] e dibenn ar XVvet kantved. |

Stumm eus an 15 Gen 2011 da 06:19
Gian Galeazzo Sforza, pe Giovan Galeazzo Maria Sforza ganet d'an 20 a viz Mezheven 1469 en Abbiategrasso, marvet d'an 22 a viz Here 1494 e Pavia, da 25 bloaz, a oa 6vet dug Milano e dibenn ar XVvet kantved.
Istor
Dug e voe war-lerc'h e dad Galeazzo Maria Sforza (lazhet e 1476), dindan renerezh e vamm Bona di Savoia (1449 - 1503) da gentañ, dindan hini e eontr Ludovico il Moro goude, met hennezh a dennas pep galloud digantañ.
Dimeziñ ha bugale
Dimezet e voe d'an 2 a viz C'hwevrer 1489 da Isabella d'Aragona (1470 - 1524), keniterv dezhañ, merc'h Alfonso, roue Naplez. Miz a-raok o eured e voe ur c'hoarigan anvet Festa del Paradiso (Fest ar baradoz) skrivet gant Bernardo Bellincioni , ha leurennet gant Leonardo da Vinci: era la famosa .
Pevar bugel o doe:
- Ippolita Sforza (1490 - 1501), marvet da 11 vloaz;
- Francesco (1491-1512),
- Bona Sforza (Pavia 13 a viz C'hwevrer 1495 - Bari 19 a viz Du 1557) a zimezas d'ar 15 a viz Mezheven 1518 d'ar roue Sigismondo Iañ Pologn, marvet dre ar c'hontamm roet dezhi gant he sekretour.
- Bianca Maria (1495-1496).
E varv
Tennet e voe pep galloud digantañ gant e eontr Ludovico Sforza a oa levier de facto dugelezh Milan e-pad ur pennad.
Mervel a reas Gian Galeazzo e 1494 e Pavia , ha hervez an istorour italian Francesco Guicciardini a skrivas La Historia di Italia (hervez anv embannadur 1561 e Firenze):
Hervez ar vrud e oa deuet ar marv d'an dug Giovan Galeazzo dre re a abadennoù c'hoari daou ; koulskoude e krede kalz tud en Italia ne oa ket naturel e varv na deuet diwar c'hoantegezhioù met diwar gontamm ... ur medisin eus al lez ... a lavare en devoa gwelet sinoù a gement-se. Ne oa arvar ebet da zen e oa bet roet ar c'hontamm, ma oa diwar gontamm e oa, gant e eontr Ludovico Sforza ...
En e raok: Galeazzo Maria Sforza |
Duged Milano 1476 - 1494 |
War e lerc'h: Ludovico Sforza |