428
modifications
Gwenn (kaozeal | degasadennoù) |
Gwenn (kaozeal | degasadennoù) (→Ijinañ) |
||
[[Fichier:View from the Window at Le Gras, Joseph Nicéphore Niépce, uncompressed UMN source.png|thumb|left|''[[Point de vue du Gras]]'', disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant [[Joseph Nicéphore Niépce]]. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.]]
Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe [[Aristote]] e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan([[stenop]]) en ur « gambr du » ([[camera obscura]]) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar [[kloridenn arc’hant|gloridenn arc’hant]] da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas [[Jacques Alexandre César Charles|Jacques Charles]], anavezetoc’h p’en doa ijinet an [[aerlestr]] c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl)
[[Joseph Nicéphore Niépce]], ur ijinadennour eus [[Chalon-sur-Saône]], a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù [[staen]] goloet a [[der-douar ]] Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù ([[1826]] pe [[1827]]) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e [[Saint-Loup-de-Varennes]] ([[Saône-et-Loire]]). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. ref>{{en}} [http://palimpsest.stanford.edu/byorg/abbey/an/an26/an26-3/an26-307.html The First Photograph] - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.
|
modifications