Monc'hwez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: arz:تضخم اقتصادى
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ps:انفلاسيون
Linenn 64: Linenn 64:
[[no:Inflasjon]]
[[no:Inflasjon]]
[[pl:Inflacja]]
[[pl:Inflacja]]
[[ps:انفلاسيون]]
[[pt:Inflação]]
[[pt:Inflação]]
[[ro:Inflație]]
[[ro:Inflație]]

Stumm eus an 21 Du 2010 da 03:04

Monc’hwezh : ger malizenn savet diwar Moneiz ha C’hwezh. Ur ger all a zo : revoneizadur. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar ger hep h e-barzh geriadur Roparz Hemon (2002)/Ronan Huon (2002).

Monc’hwezh zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù. N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwezh. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwezh hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.

Pa ne vez ket tu da gabestrañ ar monc’hwezh ken ha da sturiañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a anver gourmonc’hwezh. Gant ar gourmonc’hwezh e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwezh war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwezh bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.

Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwezh c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezhel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwezh ouzh ar steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.


Sellet ivez ouzh Gourmonc’hwezh