Ñico Saquito : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Ñico Saquito''', pe '''Benito Antonio Fernández Ortiz''', ganet e Santiago de Cuba d'ar 17 a viz Genver 1901 ha marvet e La Habana d'ar 4 a viz Eost 1982, a oa ...
 
D Bot: repairing outdated link allmusic.com
Linenn 15: Linenn 15:


==Liamm diavaez==
==Liamm diavaez==
*[http://allmusic.com/cg/amg.dll?p=amg&sql=11:fxfpxqw5ld0e~T1 Nico Saquito] e-barzh Allmusic.com
*[http://www.allmusic.com/artist/p43402 Nico Saquito] e-barzh Allmusic.com


{{DEFAULTSORT:Saquito, Nico}}
{{DEFAULTSORT:Saquito, Nico}}

Stumm eus an 3 Du 2010 da 23:11

Ñico Saquito, pe Benito Antonio Fernández Ortiz, ganet e Santiago de Cuba d'ar 17 a viz Genver 1901 ha marvet e La Habana d'ar 4 a viz Eost 1982, a oa ur soner eus Kuba. Anavezet eo evel gitarour en trova ha saver meur a ganaouenn brudet. [1]

Da 15 vloaz en doa tapet un tamm brud gant un toullad kanaouennoù ma tilezas ar baseball da gregiñ ur vuhez a d-trovador. Er bloavezhioù 1920 en devoa bodet un tamm laz-seniñ en-dro dezhañ, goude-se ez eas gant ar c'h-Cuarteto Castillo, hag er bloavezhioù 1930 edo o foetañ henchoù Cuba gant e sonerien. Goude-se e tistroas da Santiago ma savas Los Guaracheros de Oriente, a sonas e kement parrez a zo e Cuba. E 1950 ez ejont betek Puerto Rico ha Venezuela. Chom a rejont er broioù estren betek war-dro 1960. Neuze e voe ret da bep hini ober e soñj: c'hoarvezet e oa Dispac'h Kuba, kemeret e oa betar galloud gant Fidel Castro, distreiñ pe na zistreiñ da Guba? Ñico a zistroas, ar re all ne rejont ket.
Ur pennad mat eo bet o son en ostaleri vrudet La Bodeguita del Medio, e La Habana.

E oberenn

Savet en deus tonioù guaracha gant komzoù skañv, fentus peurliesañ. Met brudet bras ivez eo ar guajira, Al vaivén de mi carreta, ur son drist diwar-benn ar vuhez kalet e Cuba .

Lesanvet e oa El guarachero de Oriente, abalamour da anv e laz-seniñ, hag ivez Compay Gato , abalamour d'ar ganaouenn Adios compay gato. E 1982 e reasur bladenn gant evit Egrem gant al lazoù Cuarteto Patria hag El Duo Cubano.[2] Brudet eo Cuidado compay gallo, María Cristina, Al vaivén de mi carreta, Adios compay gato , kanet ivez gant Eliades Ochoa a ganas diwezhatoc'h el laz Cuarteto Patria.


Notennoù

  1. Orovio, Helio 2004. Cuban music from A to Z, a biographical dictionary of Cuban music, artists, composers, groups and terms, reviadwelet gant Sue Steward. ISBN 0822331861 Duke University, Durham NC; Tumi, Bath. p80
  2. The recordings were released, posthumously, on World Circuit in 1983 under the title Adios compay gato.


Liamm diavaez