Mont d’an endalc’had

Trova

Eus Wikipedia

Trova zo ur ger a gaver e portugaleg ha spagnoleg hag a denn da varzhoniezh ar bobl, nemet disheñvel eo ar ster hervez ar broioù.

An trova zo un tamm barzhoneg peder gwerzenn seizhsilabennek, hag a glot hervez an doare ABAB pe ABCB. Hervez Luiz Otávio ː “ É criação literária popular, que fala mais diretamente ao coração do povo. É através da Trova que o povo toma contato com a poesia e sente a sua força. Por isso mesmo, a Trova e o Trovador são imortais. ” (Lennegezh krouet gant ar bobl eo, a gomz war-eeun da galon ar bobl. Dre an Trova e kemer ar bobl he darempred gant ar varzhoniezh hag e sant he nerzh. Se zo kaoz eo divarvel an Trova hag an Trovador.)

Hervez Fernando Pessoa "a trova é o vaso de flores que o povo põe à janela de sua alma." (an trova eo ar podad bleunioù lakaet gant ar bobl war varlenn prenestr e ene)

Ur gevregidezh e Brazil a vod an trovadores, an União Brasileira de Trovadores.

Casa de la Trova, Santiago de Cuba

An Trova zo unan eus gwrizioù sonerezh Kuba. En XIXvet kantved e oa sonerien anvet trovadores a sone war-dro Proviñs Oriente, ha dreist-holl war-dro Santiago de Cuba, o seniñ gitar hag o kanañ[1]. Lavaret e vez e rank un trovador en Kuba, bezañ un den a) hag a gan sonioù savet gantañ ; b) seniñ gitar war un dro; c) kanañ en un doare barzhonius. Kement-se a glot madik gant kanerien bolero met nebeutoc'h gant ar re a gan en un doare afrikanoc'h (El Guayabero) hag ar re a gan en ur son piano.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Canizares, Dulcila 1995. La trova tradicional. 2nd ed, La Habana.