Yann Iañ (dug Normandi) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 8 Gou 2010 da 13:47

Yann Dizouar, pe Yann Bro-Saoz (Histoire de l'Angleterre, gant Cassel, 1902)

N'eus bet nemet un dug Yann en istor Normandi, nag ur roue Yann en istor Bro-Saoz, ha Yann Dizouar an hini e oa. A-wechoù e vez graet e anv reizh, Yann Bro-Saoz, anezhañ. Yann Saoz zo un anv all c'hoazh, roet dre fent.

Ganet e oa d'ar 24 a viz Kerzu 1166 ha marvet d'an 18 a viz Here 1216). Mab yaouankañ ar roue saoz Herri II hag e wreg Eleanora Akitania e oa. Deuet e oa an anv "Dizouar" dezhañ (John Lackland eo e saozneg) dre ma ne oa ket e dad evit reiñ douar dezhañ a-raok marv e vreudeur all.

Brudet eo e anv en istor Breizh pendeogwir e lazhas e niz Arzhur I, dug yaouank Breizh.

En e raok:
Richarzh I
Roue Bro-Saoz

11991216
War e lerc'h:
Herri III