Kumuniezh Emren Euskadi : diforc'h etre ar stummoù
rummad |
ret adweloutar sifroù a seblant faos |
||
Linenn 30: | Linenn 30: | ||
|- |
|- |
||
|'''Poblañs'''<br /> -Stankter |
|'''Poblañs'''<br /> -Stankter |
||
| |
| 2 155 546 annezad. <small> ([[2008]]) </small><br />94.9/km2 |
||
|- |
|- |
||
|} |
|} |
Stumm eus an 24 Mez 2010 da 03:10
|
Kumuniezh Emren Euskadi (a-wechoù Euskadi hepken) zo unan eus
Kumuniezhioù emren Spagn, e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor Atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er biz emañ harzoù ar Stad C'hall , er Reter emañ Kumuniezh Forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilla-ha-Leon hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria.
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gipuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gasteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.
Divyezhek eo an annezidi pa'z eo dever an holl Spagnoled , hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.