Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17: Linenn 17:
:A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
:A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
:Sañset difenn frontier mem (ma) bro
:Sañset difenn frontier mem (ma) bro
:En arvar gant an Alaman.
:En arvar gant an Alamant.


:Serrit ho peg gant ho parlant,
:Serrit ho peg gant ho parlant,
Linenn 33: Linenn 33:
:Ne gredas ket goulenn sikour !
:Ne gredas ket goulenn sikour !


:D’ar Meurzh vintin pa voe kavet,
: 'benn ar mintin pa voe kavet,
:‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
:‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
:'Gaoz (’blamour) d'e borpant uniform gall,
:'Gaoz (’blamour) d'e borpant, uniform gall,
:'Gaoz d’e barlant 'n hini ar re 'rall (all) ! (2 X)
:'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall (all) ! (2 X)


:Arall (estren) e yezh, arall e vro,
:Arall (estren) e yezh, arall e vro,
:‘Vel un treitour, heñ 'zo marv !
:‘Vel un treitour, ra vo marv !
:Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
:Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
:Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
:Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)


:Ha, c'hwi, lârit din mar karit,
:Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
:Ya, c'hwi, lârit din mar karit,
:Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
:Gwell 've bet huchal "Bevet [[Bro-C'hall]] !"
:Gwell 've bet huchal "Bevet [[Bro-C'hall]] !"
:Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
:Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,

Stumm eus an 1 Mae 2010 da 17:25

E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar Brezel-bed Kentañ , e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar 14 a viz Here 1914.

Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 3 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg d'ar 5 a viz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien Breiz Atao dont e kêr gant ar polis.

E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.

Ar ganaouenn

(kanaouenn komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)

E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)
Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
Sañset difenn frontier mem (ma) bro
En arvar gant an Alamant.
Serrit ho peg gant ho parlant,
Lakit hor glaz a wiskamant !
Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg,
Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.

* * *

Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
Gloazet e zorn, o koll e wad.
Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
Hini hon tud pe enebour ?
Ne gredas ket goulenn sikour !
'benn ar mintin pa voe kavet,
‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
'Gaoz (’blamour) d'e borpant, uniform gall,
'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall (all) ! (2 X)
Arall (estren) e yezh, arall e vro,
‘Vel un treitour, ra vo marv !
Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!