Tigrigneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ku:Tigrînya
D Robot Ouzhpennet: pl:Język tigrinia
Linenn 57: Linenn 57:
[[ku:Tigrînya]]
[[ku:Tigrînya]]
[[nl:Tigrinya]]
[[nl:Tigrinya]]
[[pl:Język tigrinia]]
[[pt:Língua tigrinya]]
[[pt:Língua tigrinya]]
[[sl:Tigrajščina]]
[[sl:Tigrajščina]]

Stumm eus an 25 Eos 2006 da 18:25


Patrom:Peurunvan

{{{2}}}


Ur yezh semitek eus is-skourr yezhoù etiopek an norzh eo an tigrigneg (ትግርኛ təgrəña) komzet e Tigray en Eritrea dreist-holl met ivez en Etiopia hag e Stad "Israel".

Daoust ha m'ez eo unan eus yezhoù pennañ Eritrea n'eo ket ur yezh ofisiel eno rak n'he deus ar vro-se yezh ofisiel ebet. Ur yezh ofisiel eo neoazh e ranndir Tigray en Etiopia. Komzet e vez ivez gant yuzevion (Beta Israel) eus an takadoù-yezh-se aet da chom e Stad "Israel".

Daoust d'an diforc'hioù a rannyezh da rannyezh e pep keñver (distagadur, geriadur ha yezhadur) e teu an dud a-benn d'en em glevet hep kalz a boan ha betek hen n'he deus talvezet rannyezh resis ebet da yezh unvan.

Evel an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek e vez kavet en tignrigneg ar c'hensonennoù strakal. Diouzh an tu all, avat, e ra c'hoazh an tigrigneg gant an div gensonenn farinjek distaget er c'hourlanchenn a veze kaver sañset er geuzeg met kollet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù etiopek all nemet an tigreeg ha neuze e c'heller ober an diforc'h diouzhtu dre gomz etre ar yezhoù-mañ ha yezhoù kar all evel an amhareg.

Skrivet e vez an tigrigneg gant ar skritur etiopek bet diorroet er penn-kentañ evit skrivañ ar geuzeg.

Liammoù diavaez


Gwelet ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.