Enepyuzevegezh : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: arz:معاداة الساميه |
D Robot ouzhpennet: ms:Antisemitisme |
||
Linenn 47: | Linenn 47: | ||
[[lv:Antisemītisms]] |
[[lv:Antisemītisms]] |
||
[[mk:Антисемитизам]] |
[[mk:Антисемитизам]] |
||
[[ms:Antisemitisme]] |
|||
[[nl:Antisemitisme]] |
[[nl:Antisemitisme]] |
||
[[nn:Antisemittisme]] |
[[nn:Antisemittisme]] |
Stumm eus an 12 C'hwe 2010 da 23:22
An enepyuzevegezh eo an anv roet d'an enebiezh pe d'ar gasoni ouzh ar Yuzevien, evel relijion, pobl, pe gouenn.
En em ziskouez a ra an enepyuzevegezh e komzoù ha skridoù hiniennoù zo, en heskinerezh a-wechoù, a-berzh yoc'hoù, strolladoù, pe gouarnamantoù zo.
En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien Bro-Saoz e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien Spagn en 1492.
Bez ez eus bet ivez, dre Europa a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an eil brezel-bed, hag a vez graet al Loskaberzh, pe ar Shoah anezhañ , hag a veze graet an Diskoulm diwezhañ anezhañ gant Adolf Hitler hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien lodenn vrasañ Europa, al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.