Jack Butler (Jiwarli) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D amerikan -> stadunanat
Linenn 1: Linenn 1:
:''Arabat mesklañ gant ar skrivagner amerikan, gwelet [[Jack Butler (skrivagner)]]''
:''Arabat mesklañ gant ar skrivagner stadunanat, gwelet [[Jack Butler (skrivagner)]]''


'''Jack Butler''' ([[4 Mae]], [[1901]] – [[10 Mae]], [[1986]]) oa komzer diwezhañ ar yezh [[Jiwarli]] en [[Aostralia]]. Gantañ e voe dastumet ar pezh brasañ a ouiomp hiziv diwar-benn ar yezh-mañ.
'''Jack Butler''' ([[4 Mae]], [[1901]] – [[10 Mae]], [[1986]]) oa komzer diwezhañ ar yezh [[Jiwarli]] en [[Aostralia]]. Gantañ e voe dastumet ar pezh brasañ a ouiomp hiziv diwar-benn ar yezh-mañ.

Stumm eus an 17 Du 2009 da 15:03

Arabat mesklañ gant ar skrivagner stadunanat, gwelet Jack Butler (skrivagner)

Jack Butler (4 Mae, 190110 Mae, 1986) oa komzer diwezhañ ar yezh Jiwarli en Aostralia. Gantañ e voe dastumet ar pezh brasañ a ouiomp hiziv diwar-benn ar yezh-mañ.

Mab ur mesaer deñved gwenn anvet Dick Butler hag ur vaouez aborigen anvet Silver e oa. Desavet e voe gant e vamm hag e leztad, Jinapuka, aborigen ivez, en Ullawarra Station ha Glen Florrie Station.

E Glen Florrie Station e kamp an Aborigened e teskas yezhoù ha boazioù dezho o sellout ouzh ar re gozh. Ar jiwarli a blije dezhañ ar muiañ. Deskiñ a reas anezhañ gant Wangki, pe 'Stumpy' evel e oa graet anezhañ gant ar re wenn. Deskiñ a reas ivez ar jurruru hag an thalanyji.

Tremen a reas al lod brasañ eus e vuhez den en oad e Mount Stuart Station e-lec'h ez eas e darempred gant giz-vuhez ar c'hornog. Dimeziñ a reas gant Molly Ashburton e 1927 ha pevar mab o doe. Mont a reas da vevañ war e leve en Onslow er bloavezhioù 1970 ha mervel a reas e Carnarvon d'an 10 a viz Mae 1986.

Liammoù diavaez