Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Simboloù an unanennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit Jañ-Mai. Erlec'hiet em eus cm ouzh sm er pennad "Biolin" (ur pennad a dalvoudegezh a vo ret lakaat war renk ar pennadoù eus an dibab). Evel ma ouezez e klask ar skiantourien, an deknikourien, ar varc'hadourien, ha re all c'hoazh, eus ar bed a-bezh hag abaoe ouzhpenn daou c'hant vloaz 'zo, ober gant unanennoù unvan evit eskemm kenetrezo. Gant ar BIPM hag ar CGPM ez eus bet savet un emglev war an unanennoù hag ar rakgerioù. Gant TES ha gant Diwan e vez implijet ar simboloù etrebroadel bremañ ha kavout a ra din e ranker ober heñvel amañ. A-galon--Yun (kaozeal) 22 Kzu 2006 da 18:22 (UTC)[respont]

OK, mat 't eus graet. Klask a rin lakaat e pleustr ar seurt kendivizadoù en dazont. Evit a sell talvoudegezh ar pennad, an aozerien c'halleger eo a zellezfe bezañ meulet, pa n'em eus graet ken nemet treiñ (pezh a c'hall bezañ ur sapre trevell a-wezhioù, gwir eo...) A galon--Jañ-Mai 5 Gen 2007 da 14:35 (UTC)[respont]

Demokratelezh

[kemmañ ar vammenn]

[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:10 (UTC)[respont]

Vot digor evit kaout ur bureviad

[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Kemmañ anv-implijer

[kemmañ ar vammenn]

Klasket am eus ober met ne deuan ket a-benn da gemmañ an anv abalamour d'ar sistem, n'oûn ket re perak - marteze peogwir eo re heñvel ar stumm ouzh an hini kozh. Kemmenet e vez din pa glaskan ober m'eo bet krouet ur gont ganti da anv "Jañ-Mai" da anv, met pa glaskan e welan n'eo ket bet krouet ar gont-se (Implijer:Jañ-Mai). Ar pezh a c'hellfez ober eo eilañ pep tra diwar da bajenn bersonel a-vremañ war ar bajenn personel-se ha sevel ur gemennadenn war ar bajenn gozh. Digarez-me, met ne welan tamm diskoulm ebet all. Neal (Kaozeal) 15 Mae 2007 da 15:53 (UTC)[respont]

Emaon o paouez eilañ endalc'had Implijer:Jañ-mai war-zu Implijer:Jañ-Mai. Petra 't eus c'hoant lâret "sevel ur gemennadenn war ar bajenn gozh" ? Lakaat ur urzhiad adheñchañ (redirect) ? Jañ-Mai 15 Mae 2007 da 16:07 (UTC)[respont]
n'oûn ket hag-eñ e c'heller sevel un adkas eus ur bajenn personel d'eben war-eeun evel ma c'heller ober gant pennadoù a-hend-all (urzh: #REDIRECT [[anv ar pennad ma kaser davetañ]]). Ar pezh a ra tud zo pa cheñch kont a-wezhoù eo leuskel ur gerig war ar bajenn gozh o kemenn d'an implijerion/ezed all emañ kloz ar bajenn-se hag o veneg e pelc'h emañ ar bajenn-implijer nevez. A galon,Neal (Kaozeal) 15 Mae 2007 da 18:13 (UTC)[respont]

Kemennoù: vot ha wikiarroud

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 15 Her 2007 da 09:30 (UTC)[respont]

Morphological analysis / Analisis morfologico

[kemmañ ar vammenn]

Hola! He empezado a trabajar sobre un analizador morfologico de la lengua Bretona, puedes encontrarlo aquí. Prueba el analisis de un parrafo de texto y mira los resultados. Si tienes preguntas, o sugerencias (p.e. herramientas), por favor enviame un correo. Creo que ya no hay analizadores para Breton (en software libre), pero si hay, dime donde están! Gracias - Francis Tyers 31 Her 2007 da 23:50 (UTC)[respont]

Hey man, I started working on a morphological analyser for Breton, you can find it here. Try analysing say a paragraph and see the results. If you have any suggestions (of resources etc.), please let me know. I don't think that this has been done before (in free software), but if it has please tell me! Thanks - Francis Tyers 31 Her 2007 da 23:50 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:15 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù evit da labour war ar pennad UNIX. Pa soñj dit e vo peurechu ar pennad e vo tu dit kinnig anezhañ evit bezañ lakaet war roll ar pennadoù mat, amañ: Wikipedia:Pennadoù mat. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 31 Kzu 2007 da 10:28 (UTC)[respont]

A little help: Ecser

[kemmañ ar vammenn]

Hi! I'm a Hungarian Wikipedia editor, my name is Norbert Kiss. I'm very proud of my village and I would like to read about it in a lot of languages. I translated already it into 10 languages (there is already also a French translation between the 42 translations) but I can't speak Brezhoneg. Could you help me? My village's French page is this: Ecser. Could you translate the page of Ecser into Brezhoneg? Then just link the side into the French/English version and I will see it, or you could write me, when it is ready. My Hungarian Wikipedia side is: My profile.

Thank you! Norbert

Buonaparte

[kemmañ ar vammenn]
  • "Reizhet" ec'h eus da lakaat: Kemer a reas Brutus Buonaparte da anv:Un dra zo sur: dilezet o doa holl an anv Buonaparte pell zo.
  • Lakaet ec'h eus Renad ar C'honsul: tri c'honsul a oa. Gwelloc'h ober gant "ar Gonsuliezh", emañ ar ger e Geriadur RH.

Bianchi-Bihan 1 Gwe 2008 da 17:33 (UTC)[respont]

Sed aze alioù fur a ran ma mat anezho. Bennozh dit. Jañ-Mai 8 Gwe 2008 da 07:55 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:37 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[3]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[4]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[5] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal)  : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[6] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:09 (UTC)[respont]

E ser doareoù Bianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

E ser va stankadennoù

[kemmañ ar vammenn]

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[7] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[8] ha [9]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha ..., arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [10]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [11]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[12]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

N'on ket sur eo memes tra ur pennad db Aberzhidigezh Izaag en arz (amañ), ha pennadoù db Izaag, den ar Bibl, er yezhoù all. Neuze n'on ket sur eo mat al liammoù a rez. Un doare all zo da welout an traoù evel-just. Gallout a reer tostaat ar pennad-mañ ouzh re ar yezhoù all: neuze eo ur pennad nevez a chom da sevel. Me ne rin nemet db an arz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2012 da 15:23 (UTC)[respont]

Kemennadenn

[kemmañ ar vammenn]

Demat ha trugarez deoc'h eus ho respont,
Ma lezit da ziverrañ ho tisplegadennoù : Bet degemeret ul lizher dizanv ("Demat deoc'h.... Sad Edgar" ennañ) gant un den war e lec'h-labour. Hemañ n'en deus skrivet biskoazh ha ne skriv tra ebet amañ. Koulskoude, daoust dezhañ bezañ divarrek diwar-benn traoù Wikipedia, ez eo deuet a-benn da veizañ e veze kaoz eus un implijer Sad Edgar, kement-se o c'houlennata e anaoudegezh en-dro dezhañ. Feuket e vefe droukkomzet outañ, e gaou, en deus fiziet ennoc'h, dre m'emaoc'h e-touez e anaoudegezh ha perc'henn war ur gont amañ, ar gefridi da gas ar gemennaden emaomp o kaozeal diwar he fenn. Goulenn a ra ma vo diverket kement tra a oa bet skrivet diwar e benn, anez se e savo klemm ouzh an dud a gav-eñ ez eo pennkaoz da gement-se.
N'em eus abeg ebet da soñjal e vije bet ijinet an istor-se ha kemeret e vo ganin evel gwir bater. Padal, un dra a seblant mont a-dreuz ennañ. Kroget e oa bet an traoù pa oa deuet an implijer Yoel ar C'horr (ma ne fazian ket) d'ober "faskour" gant un implijer all (Bianchi-Bihan kement ha bezañ resis). Kavet e oa bet e veze implijet an div gont Yoel ar C'horr ha... Sad Edgar gant ar memes den. Lennit mat : n'em eus ket soñj tamm ebet e voe meneget nag anv-bihan, nag anv-familh, na lec'h annez an hini a ra gant an anv implijer Sad Edgar. Neuze, displegit din penaos en dije komprenet an den a dalvezit da zegemenner dezhañ e veze kaoz anezhañ ? Digomprenus-kenañ eo !

Demat dit, trugarez da gemer ar gudenn-mañ e kont en un doare seder. Damveneget ez eus bet evit gwir anv-familh (amañ, deroù al linenn ziwezhañ, aze ivez, diwezh ar rannbennad kentañ hag eil rannbennad diwezhañ), micher ha lec'h-labour (amañ, diwezh ar pennad kentañ, aze ivez, diwezh ar rannbennad kentañ), ha perzh en aozadurioù sevenadurel (amañ, meneg eus ur "c'huzul meur" un tamm faltaziek, diwar dremen) un den gwirion, en deus resevet da c'houde ul lizher dizanv war e lec'h-labour.Jañ-Mai (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 11:02 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Bet on bet o klask lenn ar pezh a oa bet meneget ganeoc'h, en aner dre ma oa bet diverket kent. Evel m'emaon o paouez her skrivañ d'an implijer Yun ne ziverkin ket ar gerioù "dentour" ha "dentourien" : peurlennit ar rann Kaozeadenn eus ar pennad diwar-benn ar melldroader Lucien Laurent hag e komprenfet e oa kaoz eus fent bet kemeret heñvel gant an implijer Sad Edgar (LOL !) d'an ampoent. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 07:44 (UTC)[respont]

Chom a ra direspont ur goulenn all hag am boa savet ouzhoc'h : "Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met ouzh piv resis 'ta ?" Da c'hortoz ho respont, sulvezh mat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Kzu 2014 da 09:26 (UTC)[respont]

Ur gourdrouz n'eo ket evit gwir, n'eo ken nemet adkas da soñj an dud ez int atebek war o c'homzoù hag o skridoù. Pa noazont ouzh brud vat pe enor hiniennoù eo dleet dezho dic'haouiñ an hiniennoù-se, amañ dre zilemel o skridoù tamallus. Neuze eo savet ar « c'hemenn-koun-se » d'ar perzhidi postet ganto ar skridoù dizereat e kaoz. Jañ-Mai (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 13:35 (UTC)[respont]
Kavout a ran grevus an after-se eztaolet sklaer gant Jañ-mai. N'eus ket ezhomm envel an den sioul taget en un doare ken dismegañsus ha n'eo ket evit farsal eo bet graet. Evit tennañ plijadur diouzh bezañ diskarget e vinim, ne lavaran ket. Gwelloc'h paouez ober gant ar re o deus graet. Ne vije ket mat ma vo embannnet ez-foran e meur a yezh--Ch. Rogel (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 12:52 (UTC).[respont]

Marteze "eo atebek " pep hini war e skridoù, neuze ar paotr Edgar zo ivez. Ha tud "atebek" ivez eo merourien ar wikipedia. Piv a ya da c'houlenn digant Edgar diverkañ? Den ebet! Digant an Trec'hlider diverkañ "fri lous" ha "loen lous", ken enorus evit ar wikipedia brezhonek? Den ebet. Piv a gav grevus "binim " Edgar? Den ebet. "Ne vije ket mat ma vo embannnet ez-foran e meur a yezh", sic. C'hoant-c'hoarzhin am eus! N'eo ket e galleg e oa tagadenn diwezhañ Edgar? Pedet eo bet da vezañ "atebek"? Gant piv? Farserien ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:33 (UTC)[respont]

Ar skouer vat diskouezet ganit, d.l.e. kemer ar goulennoù diverkañ e kont, a c'hello servijout bremañ evit plaenaat ar jeu e degouezhoù all (ha diouzh an druilh ez eus anezho siwazh, hervez am eus gallet stadañ). Jañ-Mai (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:42 (UTC)[respont]
Ha ma yafes war bajenn Edgar da reiñ dezhañ an alioù mat az poa roet din? Peog wir ne gred ket ar verourien ober? Aon rakañ n'hoc'h eus ket, memestra! Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 17:54 (UTC)[respont]

Difarserien

[kemmañ ar vammenn]

Traou az poa skrivet a zo bet diverket ganit, [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan] . Gwell a-se. --Ch. Rogel (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 20:20 (UTC)[respont]

Grevus, met hervez an avel ha oad ar c'habiten

[kemmañ ar vammenn]

Ya, peogwir e oa bet goulennet ouzhin, ha peogwir e klaskan kompren petra a c'houlenn an dud, ha perak. Met pezh a c'houlennan-me, ha perak, sklaer ha splann din, ne rit ket foutre-kaer anezhañ. Traoù a zo bet skrivet gant an Edgar hag an Trec'hlider db ma micher ha ma lec'h-labour meur a zek gwech. Gant se n'oc'h ket nec'het. Goulennet ho peus diganto diverkañ ? N'hoc'h eus ket. An traoù "grevus" eta ne vezont grevus nemet hervez an deiz, pe an dud. Trugarez eus ar gentel vat-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 20:36 (UTC)[respont]

Me 'gav din ez eo da bep hini a 'n em gav (pe a 'n em sant) taget goulenn ma vo reizhet pe diverket ar c'homzoù dizereat, n'hall ket ar verourien en ober e kement degouezh zo. Ma chom bouzar aozer ar c'homzoù, neuze ha neuze hepken e teu poent goulenn digant ur merour emellout en afer.Jañ-Mai (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:49 (UTC)[respont]
Ya, ha kaout a ra din on un tamm genaouekoc'h bremañ, pa welan ne ya den da lemel an teil skoet gant Edgar hag e avataroù, kavet naturel moarvat.
En deiz all ez poa skrivet e oan un "atahiner": tenn an dra-se diouzhtu mar plij.
A zo graet. Jañ-Mai (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:57 (UTC)[respont]
Hag evit ar pennadoù, n'em eus ket ezhomm e teufe den da larout din petra am eus d'ober. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:40 (UTC)
An amzer tremenet oc'h en em zrailhañ n'en deus ket talvezet da labourat war ar pennadoù, sed a vennen lâret. Jañ-Mai (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:57 (UTC)[respont]

Milk of human kindness

[kemmañ ar vammenn]

Sell mat: tud zo a vez prest da adc'hwezhañ an tan dalc'hmat, pa vez lod all o klask lazhañ anezhañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_49%2C_bloaz_2014&diff=1604975&oldid=1604800. Laezh madelezh mab-den n'eo ket o magadurezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Kzu 2014 da 14:32 (UTC)[respont]