São Luís (Maranhão) : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: war:São Luís, Maranhão |
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:São Luís, Maranhão |
||
Linenn 72: | Linenn 72: | ||
[[war:São Luís, Maranhão]] |
[[war:São Luís, Maranhão]] |
||
[[zh:圣路易斯 (马拉尼昂州)]] |
[[zh:圣路易斯 (马拉尼昂州)]] |
||
[[zh-min-nan:São Luís, Maranhão]] |
Stumm eus an 5 Mez 2009 da 15:48
São Luís eo anv kêrbenn stad Maranhão e Brazil, en Enez São Luís, e Baía de São Marcos, en aber graet gant meur a stêr, ha dreist-holl an teir-mañ: Pindaré, Mearim, Itapecuru.
Tost d'ur milion a dud a oa o chom e kêr e 2006, hag 1,227,659 er veurgêr, ar 16vet tudetañ eus Brazil.
Istor
Da gentañ e oa ur gêriadenn dalc'het gant an "indianed" Tupinambá .
Bloavezhioù ar C'hallaoued
Kentañ Europeiz a voe gwelet eo Gallaoued e oant, e 1612. Eus Kankaven, e Breizh, e oant aet kuit, da glask sevel un drevadenn. Renet e oant gant Daniel de La Touche de La Ravardière . Ur c'hreñvlec'h a voe da gentañ, anvet "Saint Louis", diwar-lerc'h ar roue gall Loeiz IX, hag evit enoriñ o roue da-neuze Loeiz XIII.
Tro Portugaliz
Kemeret e voe ar c'hreñvlec'h gant soudarded eus Portugal renet gant Jerônimo de Albuquerque e 1615, setu n'o doe ket amzer ar C'hallaoued da sevel ur gêr. Se zo kaoz e vez tabut a-wechoù da c'houzout gant piv e voe savet kêr São Luís.
Izelvroiz
E 1641 e voe aloubet kêr gant Izelvroiz, a chomas enni betek 1645 , hep lezel o roud war ar sevel tier, ne chom nemet ar soñj eus o gwask rust ha garv.
Tier
E São Luís e weler ttier ha savadurioù kaer, hêrezh an drevadennerien bortugalat.
Aten Brazil a vez graet anezhi, abalamour d'ar varzhed ha skrivagnerien zo deuet anezhi, evel Aluísio Azevedo, Graça Aranha, Gonçalves Dias, Ferreira Gullar.
E 1997 e voe anvet kreiskêr Lec'h Sevenadurel ar Bed gant an UNESCO.