Feskenn : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: tr:But |
D Robot ouzhpennet: ht:Bonda |
||
Linenn 60: | Linenn 60: | ||
[[gl:Nádega]] |
[[gl:Nádega]] |
||
[[he:עכוז]] |
[[he:עכוז]] |
||
[[ht:Bonda]] |
|||
[[is:Rass]] |
[[is:Rass]] |
||
[[it:Natiche]] |
[[it:Natiche]] |
Stumm eus an 23 Kzu 2008 da 11:17
Ar feskennoù (pe ar feskinier, pe an divfeskenn) eo al lodenn fonnusañ eus revr an dud.
Komzet e vez eus feskenn un ejen ivez pa gomzer eus boued.
Feskennoù an dud
Teir c'higenn gluteus dreist-holl a zo ouzh o ober: ar gluteus bras, ar gluteus krenn, hag ar gluteus bihan.
Gante eo e c'haller sevel ar c'haol ha treiñ ar vorzhed.
Gerioù deveret
- Ur feskennad, a zo un taol, pe taolioù, war ar feskinier. Peñsad, revrad, revriad, tersad, zo heñvelster.
- Feskennata (evel peñsata, tersata) zo skeiñ war ar feskinier. An ober-se, e-barzh an desevel bugale, zo deuet da vout diamzeriet. E-barzh revelezh tud zo avat n'eo ket.
- Un den feskennek, a zo tersek, peñsek.
- An anv Peñseg zo brudet e Kerne Izel, ha dre Vreizh a-bezh gant ar politikour Louis Le Pensec hag ar reder war varc'h-houarn Ronan Pensec.
Gerioù heñvelster
Sede un nebeud gerioù all a reer ganto e-lec'h lavarout feskennoù:
- peñsoù
- tersoù
- divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
- pastelloù
- moñselloù
- leternioù
Gerioù kar dre ar ster
- revr, penn a-dreñv
Heñvelson
- Ur feskenn zo ivez ur feskad, pe ur feskennad, pe un teskad, ur guchenn, ur malan, er bomm ur feskenn blouz.
- Komzet e vo ivez eus ur feskenn bannieloù.
- Feskennoù ul levr zo ur strollad (pe strobad) pajennoù, pe kaieroù.