Broadelouriezh alamanek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
D Robot kemmet: en:Linz Program of 1882
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 10 Gen 2008 da 02:49

Broadelouriezh alaman (alamaneg Deutschnationalismus) a vez graet eus un ideologiezh politikel bet savet gant politikourien alamaneger en Aostria-Hungaria hag Impalaeriezh Alamagn en XIXvet kantved. Enebiñ a rae an ideologiezh-mañ ouzh stad liesyezhek ha liessevenadurel an Habsbourged hag ouzh ar Slaved o chom eno. Soñjal a rae ar vroadelourien alaman e oant Alamaned ha n'eo ket Aostrianed, ha goulenn a raent e vefe staget rannvroioù alamaneger Aostria-Hungaria ouzh Alamagn. Alies a-walc'h e oa mesket ar pal-se gant santimantoù enepyuzev, enepkloer ha gouennelour. Lonket e oa ar strolladoù broadelour alaman-se gant an nazied er bloavezhioù 1930.

Hiziv an deiz eo damvarv an ideologiezh-mañ nemet e rannvroioù zo evel Karintia ma'z eus tabutoù yezhoù enne.