Minihi Levenez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 35: Linenn 35:


[[rummad:Kevredigezhioù kristen Breizh]]
[[rummad:Kevredigezhioù kristen Breizh]]
[[rummad: Kevredigezhioù Breizh]]
[[rummad: Kevredigezhioù sevenadurel Breizh]]

Stumm eus an 1 Gwe 2007 da 14:59

Minihi Levenez a zo ur gevredigezh bet krouet dindan lezenn 1901, e 1984. Ar bal a zo strollan an holl re a zo kristen ha brezhoneger pe troet war ar brezhoneg, evit kas war-raok ar sevenadur relijiel breizhat en eskopti Kemper ha Leon.

Ar gevredigezh a vez kavet e Trelevenez (29), hag ar prezidant a zo Job An Irien.

An obererezhioù

  • Meur a oberiantizioù en eus ar gevredigezh evit ar relijion kristen.

Beb trimiziad e vez embannet levrioù brezhoneg-galleg war buhez ar sent (Sant Paol Orelian, Sant Kaourantin...) hag henoniezh ar savadurioù relijiel ("ar c'hroazioù hag ar c'halvarioù"...).

  • Kinniget e vez koñferañsoù a-hed ar bloaz e Penn-ar-bed.
  • Aozet e vez pelerinajoù: Iwerzhon, Bro Skos, Kerne... evit heuliañ hent ar Sent deuet e Breizh da c'houde.

Pelerinajoù en Douar-Santel a zo aozet ivez ( d'ar 16 betek ar 26 a viz eost 2007, evit ar bloavezh-mañ).

  • Aozet e vez kentelioù noz evit deskiñ brezhoneg ha stajoù kantikoù relijiel e brezhoneg a vez.

(CDoù ha levrioù kan a vez moullet).

  • Degemeret e vez liseidi ha skolajidi e-kerz un dibenn-sizhun evit ur retred bihan.

An overennoù e brezhoneg

Bep sadorn da 7e (ur pred a vez goude an overenn bep eil sadorn ar miz )e Trelevenez.

Bep mercher da 6e45 e Landerne.

Bep sul ar mizioù ampar da 9e45 er Folgoad.

Yaou Bask da 10e30 bep sul e miz Mae da 10e e Lannuon.

Da wellet