Fulup Iañ (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: r [ → r [ using AWB
Linenn 2: Linenn 2:
[[Skeudenn:Philippe Ier.jpg|thumb|Fulup ar c'hentañ]]
[[Skeudenn:Philippe Ier.jpg|thumb|Fulup ar c'hentañ]]


'''Fulup I{{añ}}''', ganet d’an [[23 a viz Mae]] [[1052]], marvet d’an [[29 a viz Gouhere]] [[1108]] e kastell [[Melun]] (hiziv e [[Seine-et-Marne]]), a voe [[roue Bro-C’hall]] eus [[1060]] da [[1108]]. Ar pevare eus lignez ar [[Kapesianed|Gapesianed]] e oa. Mab e oa da [[Herri Iañ (Bro-C'hall)|Herri I{{añ}}]], roue Bro-C’hall, ha da [[Anna Kiev]].
'''Fulup I{{añ}}''', ganet d’an [[23 a viz Mae]] [[1052]], marvet d’an [[29 a viz Gouhere]] [[1108]] e kastell [[Melun]] (hiziv e [[Seine-et-Marne]]), a voe [[roue Bro-C’hall]] eus [[1060]] da [[1108]]. Ar pevare eus lignez ar [[Kapesianed|Gapesianed]] e oa. Mab e oa da [[Herri Iañ (Bro-C'hall)|Herri I{{añ}}]], roue Bro-C’hall, ha da [[Anna Kiev]].


== Minorelezh ==
== Minorelezh ==

Stumm eus an 1 Gen 2022 da 14:08

Fulup ar c'hentañ

Fulup I, ganet d’an 23 a viz Mae 1052, marvet d’an 29 a viz Gouhere 1108 e kastell Melun (hiziv e Seine-et-Marne), a voe roue Bro-C’hall eus 1060 da 1108. Ar pevare eus lignez ar Gapesianed e oa. Mab e oa da Herri I, roue Bro-C’hall, ha da Anna Kiev.

Minorelezh

Fulup ne oa nemet 7 vloaz pa varvas e dad. Ar wech kentañ e oa d'al lignez kapesian plediñ gant kudenn minorelezh o roue. Eüruzamant evito e oa bet sakret Fulup e 1059 e Reims, dirak pennoù uhel ar vro : duged Bourgogn hag Akitania, konted Flandrez hag Anjev. Ne vanke nemet dug Normandi hag a oa o vrezeliñ ouzh Herri Iañ d'ar mare-se.

Ar rejañs a voe sevenet gant Baudouin, kont Flandrez. Asambles gantañ e oa ivez Gervais, arc'heskop Reims, ha Raoul de Crépy, eil pried Anna Kiev, evit ober war-dro ar roue yaouank.

E 1066 pe 1067 e teuas Fulup da vezañ marc'heg, hag diwar-se barrek da ren en e-unan.

Ren

Livet eo Fulup Iañ gant dezrevellerien e amzer evel un den tev, troet war ar boued hag ar plijadurezhioù dre vras. Ret eo diwall gant ar skeudenn-se dre ma oa bet livet gant kloareien levezonet gant an tabutoù etre ar roue hag an Iliz.

Dindan e ren e voe brasaet domani roue Bro-C'hall. Evit-se e voe graet gant an diplomatiezh hag an arc'hant kentoc'h eget gant ar brezel (Bourges, da skouer, a vo prenet gantañ e 1101).

Fulup Iañ a gemeras perzh en tabut a savas etre daou hêr Baudouin, kont Flandrez : Arnoul ha Roperzh. An trec'h a yeas gant Roperzh ha Fulup a euredas gant e verc'h-kaer, Bertha Holland.

Gwilherm an Alouber, dug Normandi, a oa deuet da vezañ roue Bro-Saoz ha diwar-se galloudusoc'h eget Fulup Iañ. Emgannoù a voe etre an daou roue a-hed o ren, evel sez Dol e 1076.

Lakaat a reas e vab Loeiz da ren gantañ adalek fin ar c'hantved.

Mervel a reas e miz Gouere 1108.

Euredoù

Argas a reas e wreg Bertha Holland hag he doa ganet daou vugel.

Skrapañ a reas neuze Bertrada Montfort, gwreg Foulk IV kont Anjev, hag eurediñ ganti, daoust dezho o-daou bezañ dimezet c'hoazh. Tud a Iliz a savas a-enep an eured hag eskumunuget e voe Fulup.

E 1096, ar pab Urban II a lak berzh war ar rouantelezh, da lâret eo en em gav pinijennet an annezidi en abeg d'ar roue dres d'ar mare ma krog ar groaziadeg kentañ.

Jeu a zalc'ho etre ar pab hag ar roue met Bertrada a chomo gant Fulup betek fin e ren.

Lignez

Daou vugel zo ganet gant Bertha Holland :

  • Loeiz a zeuio da vezañ Loeiz VI
  • Konstans

Tri bugel zo ganet gant Bertrada Monfort :

  • Fulup
  • Florus
  • Cécile
En e raok:
Herri I
Rouaned Bro-C'hall

10601108
War e lerc'h:
Loeiz VI