Spisaer (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù
D reizhadenn |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''spisaer''' ([[Saozneg|saoz]]: [[:en:Grammatical modifier|''modifier'' pe ''qualifier'']]) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn. |
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''spisaer''' pe '''spizer''' ([[Saozneg|saoz]]: [[:en:Grammatical modifier|''modifier'' pe ''qualifier'']]) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn. |
||
E [[brezhoneg]] e reer un diforc'h etre ar spisaerion implijet gant [[Anv-kadarn|anvioù]] ma reer "[[Anv-gwan|anvioù-gwan]]" pe "adanvioù" ha [[Raganv|raganvioù]] oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a [[Rummenn yezhadurel|rummennoù yezhadurel]] all, dreist-holl [[verb|verboù]] anvet "[[Adverb|adverboù]]" pe "rakverboù". |
E [[brezhoneg]] e reer un diforc'h etre ar spisaerion implijet gant [[Anv-kadarn|anvioù]] ma reer "[[Anv-gwan|anvioù-gwan]]" pe "adanvioù" ha [[Raganv|raganvioù]] oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a [[Rummenn yezhadurel|rummennoù yezhadurel]] all, dreist-holl [[verb|verboù]] anvet "[[Adverb|adverboù]]" pe "rakverboù". |
Stumm red eus an 3 Mez 2021 da 05:33
Er yezhoniezh e vez implijet an termen spisaer pe spizer (saoz: modifier pe qualifier) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.
E brezhoneg e reer un diforc'h etre ar spisaerion implijet gant anvioù ma reer "anvioù-gwan" pe "adanvioù" ha raganvioù oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a rummennoù yezhadurel all, dreist-holl verboù anvet "adverboù" pe "rakverboù".
N'eo ket ar spisaerion elfennoù kevreadurezhel ret dre ma talvezont nemet da spisaat pe strisaat ster elfennoù all, da skouer:
Reizh e vefe ar frazenn-ma hep ar spisaerion (anv-gwan hag adverb), met ne vefe ket reizh ma vefe lamet kuit an anv hag ar verb:
- Pennoù mui spisaerien:
- "Ar c'hi bras a red buan"
- Reizh: Pennoù nemetken
- "Ar c'hi a red"
- Direizh: Spisaerion nemetken
- *"Bras buan"
E gerioù kevrennek enne un anv-kadarn mui un anv-gwan pe ur verb mui un adverb e reer ivez "penn" ouzh an anv pe ar verb ha "spisaer" ouzh an anv-gwan pe an adverb (en o zouez kengerioù), en ur c'hoût e c'hall talvezout un anv-kadarn ivez evit spisaat un anav-kadarn all, da skouer:
- Gerioù kevrennek
- Anv + anv
- "Dourgi"
- SPISAER ("dour") + PENN ("ki")
- Adverb + verb
- "Rakprenañ"
- SPISAER ("rak") + PENN ("prenañ")
- Anv + anv
Issrannet e c'hell bezañ ar spisaerion hervez o lec'h e-keñver an elfenn ma vez spisaet gante. Gant yezhoù zo e vez implijet kentoc'h an eil re pe ar re all:
- Rakspisaerion: Saozneg
- Lec'hiet dirak ar ger spisaet:
- "Big boy"
- Lec'hiet dirak ar ger spisaet:
- Lostspisaer: Brezhoneg
- Lec'hiet war-lerc'h ar ger spisaet:
- "Paotr bras"
- Lec'hiet war-lerc'h ar ger spisaet:
Kemmañ a c'hell ster resis ar spisaerion ivez hervez o lec'h, da skouer:
- Rakspisaer
- "Kozh traoù"
- Lostspisaer
- "Traoù kozh"