Noomi Rapace : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ti he zdu > zud
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Infobox Sinema (tud)
{{Infobox Sinema (tud)
| anv = Noomi Rapace
| anv = Noomi Rapace
| skeudenn = Noomi Rapace.jpg
| skeudenn = Noomi Rapace PFW 2019.jpg
| ment ar skeudenn = 150px
| ment ar skeudenn = 150px
| alc'hwez = Noomi Rapace e festival filmoù San Sebastián, 2007
| alc'hwez = Noomi Rapace e festival filmoù San Sebastián, 2019
| anv ofisiel = Noomi Norén
| anv ofisiel = Noomi Norén
| lesanv =
| lesanv =

Stumm eus an 15 Meu 2021 da 11:51

Noomi Rapace

Noomi Rapace e festival filmoù San Sebastián, 2019
Noomi Rapace e festival filmoù San Sebastián, 2019

Anv ofisiel Noomi Norén
Ganedigezh 28 a viz Kerzu 1979
Broadelezh svedat
Micher(ioù) Aktorez
Internet Blog Noomi Rapace
IMDB [1]


Noomi Rapace (ganet Norén d'an 28 a viz Kerzu 1979 e Hudiksvall) a zo un aktorez svedat. Dimezet eo gant an aktor svedat Ola Rapace. He c'hoar, Særún Norén hec'h anv, a zo luc'hskeudennerez.[1] Noomi Rapace he deus gounezet priz an aktorez wellañ evit he ferzh evel Lisbeth Salander en tri film "Millennium", hag anvet eo bet ivez gant an tri film-se evit priz Filmoù Europa.[1]

Nina Norén, un aktorez svedat eo he mamm, ha Rogelio Durán, ur c'haner flamneco a orin eus Badajoz eo he zad. Hervezi ne welas ket kalz he zad a-raok ma varvfe e 2007. Pa oa Noomi Rapace 5 bloaz e kuitaas Sveden da vont da Flúðir, Island, gant he mamm hag he zad-kaer.

Pa oa 7 vloaz Noomi Rapace e c'hoarias er film digomz Í skugga hrafnsins gant Hrafn Gunnlaugsson. A-drugarez d'ar film-se eo e fellas dezhi dont da vezañ aktorez.[2] Pa oa 15 vloaz e kuitaas ti he zud da vont da zeskiñ ar vicher aktorez e Stockholm. [3] E 1996 e d'hoarias perzh Lucinda Gonzales er stirad Tre kronor. Etre 1998 ha 1999 e studias e Skara Skolscen. E 2000-2001 e labouras e Theater Plaza, en Orionteatern e 2001, e Teater Galeasen e 2002, hag e Stockholms stadsteater e 2003. Meulet eo bet he labour aktorez er film danat Daisy Diamond (2007).

Filmoù ma c'hoari enno (un dibab)

  • Í skugga hrafnsins, 1988
  • Män som hatar kvinnor (Millennium 1), 2009
  • Flickan som lekte med elden (Millennium 2), 2009
  • Luftslottet som sprängdes (Millennium 3), 2009

Notennoù


Liamm diavaez