Yann Loeiz Emili : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
La~,
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Gen 2021 da 18:33

Yann Loeiz Emili (Jean Louis Émily e marilh ar boblañs) zo un troour pezioù-c'hoari hag ur saver envorennoù ganet e Kleder, d'an 9 Genver 1884 ha marvet e Lanvolon d'an 27 Here 1923. Skriva~~a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn Ab Eozen peurvuiañ. Marvet e voe diwar ar gloazioù en doe tapet en ur emgann evit ar Vro.

Buhez

Mab d'ar gov, Yann Vari Eozen Emili ha daVari-Añjela ar Moal e voe. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar Courrier du Finistère hag eñ mignon d'ar rener, Kaourintin an Ouez. E e~~vorennoù brezel koulz hag e droidigezhioù pezioù-c'hoari a voe embannet dalif.
Mervel a reas, tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel.


Oberennoù

E droidigezhioù diwar an oberour saoznek milbrudet a voe un arouez splann euz mennozh ar skrivagnerien bodet tro-dro d'ar gelaouenn lennegel Gwalarn a glaske lakaat o yezh a-blom gant lennegeh ar bed.

  • William Shakespeare, Ar Geben doñvaet. Embannadur diglok e-barzh Gwalarn, n° 12, 1927.
  • William Shakespeare, Marc'hadour Venezia. Gwalarn, n° 5, 1926.
  • Pierre Corneille, Polyeucte, diembann
  • Prizoniad er Ruhr, Hor Yezh, 1992.


Levrlennadurezh