Stade Brestois New York : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Skipailh 2012: typo, replaced: Francois → François using AWB
Linenn 110: Linenn 110:
| Florian Nguyen || 7 || 2
| Florian Nguyen || 7 || 2
|-
|-
| Francois LeBourhis || 1 || 0
| François Le Bourhis || 1 || 0
|-
|-
| Guillaume Jaubert || 3 || 4
| Guillaume Jaubert || 3 || 4

Stumm eus an 15 Gou 2020 da 14:56

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant Bretoned e New York ha n'eo ket kustum ar re-mañ gant a skrivadur peurunvan.
Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Sellit ivez ouzh Stad Brest

Stad Brestois New York
Logo
Hollegezhioù
Anv klok Stade Brestois New York
Anv(ioù) kent Stade breton (1955-2012)
Merlus de NY (2008-11)
Deiziad krouidigezh 1955 Stade breton (damvicher, EDSL)
2011/12 Stade Brestois NY (teuzadur)
Statud a-vicher 1955 - 2005
Livioù Ruz ha Gwenn
Stad Sara D. Roosevelt Park
Sez 311 W 51 Street, Manhattan, NY 10019
Prezidant Charles Kergaravat
Gourdoner Charles Kergaravat
Krezioù
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Liv ar skipailh
Er gêr


Stade Brestois New York zo ur c'hlub Mell-droad amateur e kêr New York.
Hennezh oa bet badezet e giz-se trugarez d'e sponsor, ar c'hlub Mell-droad a vicher anvet Stad Brest 29[1].

Istor ar vell-droad vrezhoneg e New York

Bloavezhiadoù ar Stade Breton

Kalz sportoù zo bet ijinet gant an Amerikaned : Amerikan football, baseball, basketball hag all.

Koulskoude, ur sport zo oh vont da vezañ brudet touez ar re all a zeu deus Europa pe Azïa : ar vell-droad, pe soccer e giz ma vez lâret e Stadou Unanet, peogwir o deus kaset anezañ tud ar vroiou all ganto : Mexicaned, Italianed, Bretoned, etc.

E giz-ze oa krouet ar gevredigezh kentañ evit lakaat asambles Bretoned e New York pad ar bloaz 1955[2]. Bretoned en em gave barzh ar ‘Stade Breton’ e lec'h ma veze posub evito komz brezhoneg[3], c’hoari boulioù, seniñ, dañsal ha traoù a bep seurt evel pa oant er Vro.

Potramant veze brudet ar Stade Breton trugarez d’e skipailh mell-droad. Hennezh oa mad a-walc'h, gand c’hoarierion etrezo e oa mell-droad o vicher dezho. Gounezet e noa ar Stade Breton kalz traoù hag aet oa ar maout gantañ peder wech evit New York State’s Cup : an hini-mañ zo heñvel ouzh Coupe de France e Bro C’hall.

Galloudus ha pinvidik oa ar Stade Breton abalamour d’ar restaurant Tout Va Bien, ul lec'h brudet e New York abaoe pell ha hiziv c’hoazh. Jean-Pierre Touchard oa ar perc'henner, un den hegarat deus Morbihan.

Fin ar Stade Breton ha ganedigezh Merlus de New York

Pa oa komañset an XXIved kantved e oa aozet e skipailh gand c’hoarierion n’int ket deus Breizh pe Vro C'hall : etrevroadel oa deuet da vezañ Stade Breton ennañ. Adalek derou an XXIved en doa klasket Jean-Pierre Touchard ha Tout Va Bien mont er maez deus ar Stade Breton.

Peogwir ne doa ket c’hoant ken en em jalañ, oa krouet e 2006 ar gevredigezh BZH New York gant Amerikan-Vretoned yaouankoc'h deus an eil oad. E 2008 oa sinet ur sponsorship agreement gant BZH NY ha FC Lorient etrezo, ar c'hlub mell-droad a vicher.

Badezet Merlus de New York rag ar re-se oa gwisket evel ar Merlus de Lorient, e c’hoarïent barzh ur bern gampionadou amateur e Enez Manhattan. Ar skipailh-mañ oa aze evid brudañ sevenadur Breizh er Bed Nevez, hag ur c'hiz vad eo ar vell-droad evit bout anavezet BZH NY, eme hi frezidant yaouank Charles Kergaravat, deus Morbihan ivez.

Setu perak oa daou glub mell-droad evit ar Vretoned e New York, adalek 2008 betek 2012 : ar Stade Breton, sponsorizet gant Tout Va Bien, hag ar Merlus de NY, aozet gant BZH New York. An hini kentañ oa brudet met o kosaat anezhañ, ha an eil o kreskiñ.

Teuzadur skipailh Stade Breton ha skipailh Merlus

Pad ar sezon 2011/12 o doa cheñchet an traou evit ar poblou-se : divizet e noa Jean-Pierre Touchard n’oa ket ezhomm ken oa div gevredigezh vrezhonek barzh an Aval Bras, o paouez hennezh gand sponsorship Tout Va Bien. Evit ar wech diwezañ e noa en em degouezhet ganto tud Stade Breton e miz Mae 2012, ha netra ken da c'houde.

E keit ma oa troc'het al liamm kenetre Tout va Bien ha Stade Breton, oa aet kuit ar Merlus de NY evit kempenn ur skipailh mell-droad sikouret gant Stade Brestois 29, ur c'hlub a-vicher all deus Breiz Izel. Laosket he deus BZH NY e roched Merlus evit an hini deus SB29.

Goude-se oa krouet ur skipailh nevez gant tud deus Stade Breton hag ar re deus Merlus de NY, anvet Stade Brestois NY a-vremañ. Moien zo bremañ evit BZH NY brudañ Breizh ha lakaat sevenadur keltïek da vout anavezet war-zu New York[4].

Dre skouer vez aozet bep bloaz ar Celtic Cup gant Scotch NY ha Welsh NY a wechoù, ha sur avat gant Irish Network. N’eo ket aez gounit enep tud Iwerzon gwech ebet, abalamour d’o Fighting Spirit enno. Ha da echuiñ ivez zo un emglev gant bigi ar Vro C'Hall : ma teufent e New York e c’hoarifent un abadenn mell-droad enepto.

SB NY hiziv an deiz

Netra brasoc'h zo bet gounezet gant ar Vretoned deus New York abaoe o c'hrouidigezh e 2008, e keit ma oa bet Stade Breton o c’hoari e final NY State Cup, ar c'hlub istorel aet da get e 2012. Hogen, klask a raint kentoc'h tapout ar maout Urban Soccer pe YMCA Championship ganto a-raok fin ar bloaz 2013 ha kastigañ paotred Iwerzon evel e bloazhioù 2009, 2010, 2011 ha 2012[5].

Skipailh 2012

Ar re-mañ oa komañset an abadenn e fin 2012 e kampionad YMCA
Anv Abadennoù Goals
Abdell Habbouse 5 2
Adrien 1 0
Alfred Zakovic 3 3
Arnaud Declochez 5 1
Benoit Ferre 14 13
Benoit Roue 1 0
Cedric Noeillac 2 0
Clement Barthelemy 2 1
Charles Kergaravat 22 7
Damien Herrou 1 1
David Aubert 6 3
EJ Imafidon 9 4
Erwan LeBihan 22 1
Evan Woodhouse 1 0
Fabien Clouet 1 0
Florent Leon 1 0
Florian Nguyen 7 2
François Le Bourhis 1 0
Guillaume Jaubert 3 4
Herve Ugo 1 0
Jeremy Dole 11 7
Jerome Pitorin 1 3
Julien Micault 15 3
Laurent Corbel 7 4
Luisa Mirachi 4 6
Malo DelaRue 1 0
Maxime Boderiou 4 9
Nabil Bejaoui 6 4
Nicolas Vasilache 5 1
Pierre Emmanuel Bouyer 0 0
Olivier Uzel 8 3
Ricardo Ricketts 10 3
Ruben Mozzi 1 0
Simon LeChapelain 8 0
Stanley Simon 14 1
Sylvain Lescoul 18 17
Thierry Kranzier 7 7
Vincent Caro 3 0
Yohann Corre 11 8
Yvan Jestin 2 0
Zohair Ghenania 1 1

Notennoù

  1. STADE BRESTOIS NY. BZH NY (miz Eost 2012).
  2. Diaspora. Ar Mên (23 'viz Genver 2010).
  3. Kentel vrezhonek e New York. Fans de Bretagne (2 'viz Mae 2011).
  4. MANIFESTADEG EVIT AR YEZHOÙ RANNVRO E NEW-YORK. France3 Bretagne (16 'viz C'hwevrer 2012).
  5. Mell-droad mod brezoneg e New York (NY) e neus cheñchet ennañ.. An-Amzair (30 'viz Kerzu 2012).


Liammoù diavaez

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.