Stadoù-Meur (1789) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 14: Linenn 14:


An deiz a-raok, ar 4 a viz Mae, an deputeed a oa erruet dija e Versailles o devoa kemeret perzh en ul lidambroug lesanvet hini ar sakramant santel, eus Iliz-veur Notre-Dame betek Iliz Sant-Loeiz.
An deiz a-raok, ar 4 a viz Mae, an deputeed a oa erruet dija e Versailles o devoa kemeret perzh en ul lidambroug lesanvet hini ar sakramant santel, eus Iliz-veur Notre-Dame betek Iliz Sant-Loeiz.
== Liammoù diavaez ==
== Pennadoù kar ==
* [[Touadenn ar c'hoari bolod]]
* [[Touadenn ar c'hoari bolod]]
[[Rummad:1789]]
[[Rummad:1789]]

Stumm eus an 18 Du 2019 da 13:10

Taolenn Ouverture des États généraux à Versailles, 5 mai 1789 gant Auguste Couder, 1839, Mirdi Istor Bro-C'hall (Versailles).

Stadoù-Meur 1789 (Les États généraux de 1789) a voe un emvod meur gant kannaded tri urzh ar gevredigezh eus rouantelezh Bro-C'hall a voe galvet gant Roue Bro-C'hall ha Navarra, Loeiz XVI, d'ar 24 a viz Genver 1789.

1 200 kannad a voe dilennet eus ar broioù dilenn, hervez reolenn hollek ar 24 a viz Genver 1789 gant an taolennoù ouzhpennadur, hag er broioù stad hervez o reolennoù dibar.

Stadoù-Meur 1789, an niver a deputeed.
  • ██ Noblañs (270)
  • ██ Trede-urzh (578)
  • ██ Kloer (291)
  • Goude ma voe doublet an niver a gadorioù evit kannaded an Trede-urzh, lakaet da dalvezout adal ar 27 a viz Kerzu 1788 dre lezenn, ha goude ma voe nac'het gant kannaded an noblañs eus Breizh da vont di, deputeed an Trede-urzh a voe ar re niverusañ.

    Digoret e voe an emvod d'ar 5 a viz Mae 1789, dre un abadenn tonius aozet gant mestr-meur al lidoù eus Bro-C'hall Henri-Évrard marquis de Dreux-Brézé, en ur sal da c'hortoz a oa bet savet buan-ha-buan gant an tisavour Pierre-Adrien Pâris. Lec'hiet e oa ar sal a-dreñv ar savadur hôtel des Menus-Plaisirs bali de Paris.

    An deiz a-raok, ar 4 a viz Mae, an deputeed a oa erruet dija e Versailles o devoa kemeret perzh en ul lidambroug lesanvet hini ar sakramant santel, eus Iliz-veur Notre-Dame betek Iliz Sant-Loeiz.

    Pennadoù kar