Ambarabà ciccì coccò : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Stouet an titl |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
{{Stumm an titl|''Ambarabà ciccì coccò''}} |
|||
'''''Ambarabà ciccì coccò''''' zo kentañ gwerzenn ur ''filastrocca'', ur [[rimadell]] [[italianek]] evit bugale. Lirzhin eo an ton, met ster resis ebet n'eus dezhi. Dre ma'z eo "kelc'hiek" framm ar rimadell e c'hall bout adlavaret ''[[ad libitum]]''. |
'''''Ambarabà ciccì coccò''''' zo kentañ gwerzenn ur ''filastrocca'', ur [[rimadell]] [[italianek]] evit bugale. Lirzhin eo an ton, met ster resis ebet n'eus dezhi. Dre ma'z eo "kelc'hiek" framm ar rimadell e c'hall bout adlavaret ''[[ad libitum]]''. |
||
Stumm eus an 14 Her 2019 da 09:37
Ambarabà ciccì coccò zo kentañ gwerzenn ur filastrocca, ur rimadell italianek evit bugale. Lirzhin eo an ton, met ster resis ebet n'eus dezhi. Dre ma'z eo "kelc'hiek" framm ar rimadell e c'hall bout adlavaret ad libitum.
Komzoù
Setu amañ unan eus doareoù niverus ar filastrocca « Ambarabà ciccì coccò ».
|
|
Doareoù all
Ar werzenn gentañ zo boutin d'an holl zoareoù war-bouez unan bet dastumet gant Gianfranco Contini e 1981, ma'z eo tre civette sulla cassettiera, "teir c'haouenn war ar gomodenn".[1]
|
|
|
Gerdarzh
Ur studiadenn zo bet savet diwar-benn gerdarzh kentañ gwerzenn ar filastrocca-se gant ar yezhoniour italian Vermondo Brugnatelli (2003).
Goude dielfennet hervez istor a an italianeg en deus kavet e c'hellje ar rimadell bout ker kozh ha mare al latin, pa zlee bout distaget evel *« hanc para ab hac quidquid quodquod ». Peogwir e oa ur rimadell da skarzhañ evel bicha bula e brezhoneg [2] e tlee talvezout, dur mare, kement ha *"kempenn an (dorn)-se d'an den all-se (hag a zo o tibunañ ar rimadell)". [3]
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Notennoù
- ↑ (it) Contini, Gianfranco : Il problema dell'energia nella tradizione italiana, er gelaouenn Belfagor, 1981 (ISBN 978-88-222-6103-8)
- ↑ (br) (fr) L. F. Salvet, Lavarou koz a vreiz-Izel, Slatkine Reprints, 1986, p. 233 (ISBN 978-2-05-100101-4)
- ↑ (it) Brugnatelli, Vermondo : Per un'etimologia di « am barabà ciccì coccò »