Leon Iañ (impalaer) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
J.C EVEN (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Leon Iñ (impalaer roman) da Leon Iañ (impalaer roman)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 3 Gwe 2018 da 06:31

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Leon Iñ. Mirdi al Louvre. Flavius Valerius Leo a zo bet impalaer roman eus ar 7 a viz C'hwevrer 457 betek an 18 a viz Genver 474, dindan anv Leon Iñ an Isaurian

Ginidig eo eus bro Drakia, eus meuriad ar Vessed.

Ganet eo bet war dro 411, mes ne c'houzer ket anvioù e zud.

Dimezet eo bet gant Aelia Verina. Div merc'h o deus bet ː Aelia Ariadnè ha Leontia.

Er bloa 457, Flavius Valerius Leo e oa tribun, ha penn-merour tiegezh an Alan Aspar, penn holl-c'halloudek gward-bro ar Reter.

Pa'z eo bet marvet Marcianus, ar 26 a viz Genver 457, Aspar a lak da sevel Flavius Valerius Leo da augustus = impalaer, gant asantadenn sened Kêrgustentin hag arme ar Reter.