Keuz (boued) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : pt:Queijo zo bet ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
D →Fardañ keuzioù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|af}} (4) using AWB (10902) |
||
Linenn 23: | Linenn 23: | ||
[[Rummad:Laezhajoù]] |
[[Rummad:Laezhajoù]] |
||
{{Liamm PuB|af}} |
|||
{{Liamm PuB|es}} |
|||
{{Liamm PuB|la}} |
|||
{{Liamm PuB|tl}} |
Stumm eus an 13 Ebr 2015 da 23:11
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar c'heuz (gerioù all : formaj ha fourmaj) a zo ur boued fardet diwar al laezh pe diwar an dienn. Meur a seurt keuz zo, hervez al laezh, ha dreist-holl hervez al loened bronnek savet a-ratozh evit o laezh: saout, givri, deñved, kezeg, kañvaled, dremedaled, yaked, lamaed...).
Gerdarzh
Tostaat a reer ar ger keuz eus ar wrizienn indezeuropek kwat a dalv kement ha goiñ (latin : caseus, kembraeg : caws, kerneveureg : keus, kes). Ar ger fo(u)rmaj a zeu eus al latin formaticum (= moul) dre ar galleg kozh formage.
Fardañ keuzioù
Peurliesañ e vez fardet ar c'heuzioù gant al laezh kaouledet, met meur a zoare-ober a zo :
- Tommet e vez al laezh kaouledet ha lakaet da c'hoiñ pe ne vez ket. Ma vez lakaet da dommañ e ya ar c'heuz da galetaat.
- Dizourañ al laezh kaouledet a c'heller ober pe chom hep ober
- Tanavaat al laezh kaouledet a c'heller ober
- Gwaskañ al laezh kaouledet a c'heller ober
- Lakaat al laezh kaouledet en ur moull) a c'heller ober.
Hervez an doare-ober e c'heller fardañ :