Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[File:Marie Therese de Savoie, princesse de Lamballe 01.jpg|thumb| ]] |
[[File:Marie Therese de Savoie, princesse de Lamballe 01.jpg|thumb| ]] |
||
'''Maria Luisa Teresa di Savoia''' (en italianeg), ganet e Torino e 1749 ha lazhet e Pariz e 1792, anavet ivez evel ''Mademoiselle de Carignan'', ''Marie Louise de Savoie'' pe ''Madame de Lamballe'', pe « [[priñsez Lambal]] » , a oa gouarnerez ti ar rouanez c'hall [[Marie Antoinette]]. |
'''''Maria Luisa'' Teresa di Savoia''' (en italianeg), ganet e Torino e 1749 ha lazhet e Pariz e 1792, anavet ivez evel ''Mademoiselle de Carignan'', ''Marie Louise de Savoie'' pe ''Madame de Lamballe'', pe « [[priñsez Lambal]] » , a oa gouarnerez ti ar rouanez c'hall [[Marie Antoinette]]. |
||
Stumm eus an 10 Du 2014 da 16:53
Maria Luisa Teresa di Savoia (en italianeg), ganet e Torino e 1749 ha lazhet e Pariz e 1792, anavet ivez evel Mademoiselle de Carignan, Marie Louise de Savoie pe Madame de Lamballe, pe « priñsez Lambal » , a oa gouarnerez ti ar rouanez c'hall Marie Antoinette.
He buhez
Merc'h e oa da Luigi Vittorio di Savoia-Carignano ha da Christine von Hessen-Rotenburg, un nizez da Ernest Leopold von Hessen-Rotenburg, Landgraf Hessen-Rotenburg. O fevare bugel e oa. Tremen a reas he yaouankiz e Torino, ul lec'h sioul ha pell diouzh al lezioù bras.
Dimezet e voe en 1767 da briñs Lamballe, mab da zug Pentevr, hag a oa mab da gont Toulouse, ur mab bastard (ha savet en e wir) d'ar roue gall Loeiz XIV ha d'an Itron Montespan. Bloaz goude, da 19 vloaz, e oa intañvez.
Mignonez e teuas da vezañ d'an daofinez Marie Antoinette
Pa deuas an Dispac'h e voe lazhet gant an engroez, dibennet, ha baleet e voe he fenn e beg ur goaf.