Mona Lisa : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : es:La Gioconda zo ur pennad eus an dibab
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19: Linenn 19:
Image:Mona-lisa-through-glass.jpg|Mona Lisa a-drek ur werenn
Image:Mona-lisa-through-glass.jpg|Mona Lisa a-drek ur werenn
Image:Mona Lisa.jpg|An daolenn
Image:Mona Lisa.jpg|An daolenn
Image:Leonardo_da_Vinci_-_Mona_Lisa.jpg|Skeudenn all
Image:La Gioconda.jpg|Skeudenn all
Image:MonaLisa sfumato.jpeg|Munud
Image:MonaLisa sfumato.jpeg|Munud
Image:Mona_Lisa_by_Leonardo_da_Vinci_042.jpg|
Image:Mona Lisa by Leonardo da Vinci 042.jpg|
Image:Leonardo da Vinci 043.jpg|
Image:Leonardo da Vinci 043.jpg|
Image:Leonardo da Vinci 044.jpg|Daouarn Mona Lisa
Image:Leonardo da Vinci 044.jpg|Daouarn Mona Lisa

Stumm eus an 14 Meu 2014 da 02:06

Poltred Lisa Gherardini, gwreg ar marc'hadour Francesco del Giocondo, gant Leonardo da Vinci.

Mona Lisa (anavezet ivez evel La Gioconda pe La Joconde) zo un daolenn brudet, marteze an daolenn vrudetañ er bed, graet gant al livour italian Leonardo da Vinci e kêr Firenze er XVIvet kantved. Un eoullivadur eo, graet war ur banell koad pupli hag unan eus pennoberennoù an Azginivelezh italian.
Hiziv emañ an daolenn e Mirdi al Louvre, e Pariz, e Bro-C'hall.

An anv

Meur a dezenn zo, met bremañ e soñjer e talv Mona kement ha Ma donna (ma itron, itron) ha Lisa eo anv an itron Lisa Gherardini, gwreg Francesco del Giocondo, ha setu perak e vez kaoz eus La Gioconda, stumm gwregel anv ar vaouez.


Istor

Hervez Giorgio Vasari eo poltred Lisa Del Giocondo, pe Lisa Maria Gherardini hec'h anv plac'h yaouank, ganet e miz Mae 1479 e Firenze, e Toskana. ne oa ket pinvidik he zud ha dimezet e voe da 16 vloaz da vab ur marc'hadour sidan, anvet Francesco di Bartolomeo del Giocondo. Hennezh a oa intañvezet div wech, ha 19 vloaz en doa war Lisa. Tri bugel o doe : Piero Francesco — ganet en 1496 — ur verc'h dianav hec'h anv hag a varvas e 1499 hag Andrea — ganet en 1502.

Dont a ra an anv Mona eus Madonna (Ma itron, evel milady e saozneg), berraet en Monna, ha Lisa, anv-badez kentañ ar vaouez.


Ar poltred

Traoù all

  • Mona Lisa, ur ganaouenn gant Ray Evans ha Jay Livingston kanet gant Nat King Cole er film Captain Carey, e 1950.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB