Luise von Baden (1811–1854) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 32: | Linenn 32: | ||
[[Rummad:Tiegezh Zähringen]] |
[[Rummad:Tiegezh Zähringen]] |
||
[[Rummad:Baden]] |
[[Rummad:Baden]] |
||
[[es:Luisa Amelia de Baden]] |
Stumm eus an 29 Gen 2014 da 09:58
- Meur a vaouez zo bet anvet Luise von Baden.
Luise Amelie Stephanie von Baden, ganet d'ar 5 a viz Mezheven 1811 e Schwetzingen hag aet da anaon d'an 19 a viz Gouhere 1854 e Karlsruhe, a oa ur briñsez alaman eus Dugelezh-veur Baden ha merc'h henañ Karl Ludwig Friedrich Baden ha Stéphanie de Beauharnais.
Dug-meur Baden e oa he zad, lezverc'h da Napoleone Buonaparte e oa he mamm, ha pemp bugel o doa bet. Merc'h-vihan e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt.
.
Dimeziñ ha bugale
Dimezet e voe d'he c'henderv Gustav von Wasa, priñs eus Sveden, (1799 e Stockholm – 1877 e Pillnitz), diwezhatoc'h Gustaf Gustafsson von Holstein-Gottorp, mab da Gustav IV Adolf, roue Sveden, ha d'e bried Friederike Dorothea Baden (1781-1826), moereb da Luise, pa oa c'hoar d'he zad.
Daou vugel he doe:
- 1. Louis (1832–1832)
- 2. Carola von Wasa-Holstein-Gottorp (1833-1907) - a zimezas da Albert Iañ von Sachsen, Roue Sachsen.