Rugbi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Rugby_match.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant Fastily
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Rummad
Linenn 34: Linenn 34:
[[Skeudenn:Percy Montgomery kick.jpg|thumb|right|Treuzfurmadenn]]
[[Skeudenn:Percy Montgomery kick.jpg|thumb|right|Treuzfurmadenn]]


[[Rummad:Sport]]
[[Rummad:Sportoù]]
[[Rummad:Rugbi]]
[[Rummad:Rugbi]]



Stumm eus an 18 Gen 2014 da 12:22

Mell rugbi

Ar rugbi zo anezhañ ur sport a-stroll gant daou skipailh 13 pe 15 c'hoarier. Embreget e vez war un dachenn geot gant ur vell viik.

Istor

Ar Rugbi a voe krouet e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kêriadenn Rugby (Bro-Saoz) war tachenn ar skolaj pennañ. Hervez ar vojenn, e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kreiz 1823, William Webb Ellis (poltred), ur skolajiad eus ar Rugby school, a zougas ar vell en e zaouarn evit pladañ anezhi a dreñv linenn ar pal. Lakaet e voe reolennoù evit ar wech kentañ e 1846 gant ar skolajidi, ha gwellaet e voent an 8 a viz Kerzu 1863, e Cambridge, gant studierien ar skol-veur, an holl diouto bet skolajidi e kêriadenn Rugby. Ar Rugby-Football a oa ganet. E 1871, evit diforc’hañ eus ar football e voe krouet ur c’hevread Rugbi : anvet e voe ar Rugby Football Union (RFU). E-pad ar bloavezh-se e voe graet ar c’hrogad ofisiel kentañ etre Bro-Saoz ha Bro-Skos. Erruout a reas ar rugbi e Bro-C’hall e fin ar bloavezhioù 1870, ar c’helc’h kentañ o vezañ An Havr Nevez. Tamm ha tamm, ar RFU a cheñchas ar reolennoù evit gwellaat ar c’hoari, e-giz dilammañ an taolioù dañjerus, lakaat an niver a c’hoarierien da dremen eus 20 da 15 e 1877, pe c’hoazh, ar gwir da ober pasoù gant an dorn e 1875.

Er bloavezhioù 1880, pa oa c'hoazh ar rugbi evit an dud a live uhel e krogas da ziorren ha d'en em zigeriñ evit ma c'hoarife an holl. E 1883 e voe krouet tournamant ar 4 broad o strollañ Bro-Saoz, Bro-Skos, Bro-Gembre hag Iwerzhon. Un nebeud bloavezhioù goude e voe ouzhpennet Bro-C’hall, hag Italia diwezhatoc'h c'hoazh, ken e teuas tournamant ar 5 broad da vezañ tournamant ar 6 broad.

Penaos c’hoari Rugbi

Gant ur vell hirgelc’hiek e vez c’hoariet rugbi, war un dachenn tro-dro 100 metrad hirder ha 70 metrad ledander. Peulioù bras zo e pep penn anezhi.

Klask a reer lakaat palioù, da lavaret eo, pe pladañ ar volotenn a-dreñv al linenn pal, pe tennañ dreist d'ar varrenn etre ar peulioù, ar pezh a zo anvet un drop. Ur wech ma 'z eo pladet ar vell a-dreñv al linenn pal, 5 poent a zo merket ha ret eo tennañ gant ar vell rugbi dreist d'ar varrenn hag etre ar peulioù evit lakaat 2 boent ouzhpenn.

Ar vell

Gant Richard Lindon e voe graet an hini gentañ.

Kib ar Bed

Bep pevar bloaz e vez c'hoariet Kib ar Bed. Aozet eo bet e 1987 evit ar wech kentañ e Zeland-Nevez hag en Aostralia war ar memes tro dindan anv ar "Webb Ellis Cup".

  • Gant Zeland-Nevez e voe gounezet an hini gentañ, da heul ur c'hrogad a-enep da v/Bro-C'hall, ma trec'has ar C'hallaoued 29-9.
  • Skipailh Aostralia a c'hounezas ar gib e 1991 a-enep da skipailh Bro-Saoz 12-6.
  • E 1995 e voe gounezet gant Afrika ar Su evit o c'hemer perzh kentañ, 15-12 a-enep da Zeland-Nevez.

Gwelet ivez


Treuzfurmadenn

Patrom:Liamm PuB Patrom:Link FA