Impalaeriezh Vongol : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : nl:Mongoolse Rijk zo ur pennad eus an dibab |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : sl:Mongolsko cesarstvo zo ur pennad eus an dibab |
||
Linenn 11: | Linenn 11: | ||
{{Liamm PuB|ar}} |
{{Liamm PuB|ar}} |
||
{{Liamm PuB|nl}} |
{{Liamm PuB|nl}} |
||
{{Liamm PuB|sl}} |
|||
[[ml:മംഗോള് സാമ്രാജ്യം]] |
[[ml:മംഗോള് സാമ്രാജ്യം]] |
Stumm eus an 3 Gen 2014 da 22:54
An Impalaeriezh Vongol zo bet unan eus an impalaeriezhioù brasañ en istor ar bed, e-pad an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. En em astennet e oa adalek kreiz Azia, betek goleiñ un darn vras eus ar c’hevandir-se, eus Reter Europa da Vor Japan, hag eus Siberia da iskevandir Indez hag ar Reter Nesañ. Kenstrollañ a reas ouzhpenn 35 milion a km2 (tost d’ur c’hard eus gorread an douar !) hag ouzhpenn 100 milion a dud. Diazezet e voe diwar unaniñ meuriadoù Mongoled ha Turked e-kreiz Azia, dindan aotrouniezh Jengis Khan a voe rener an holl Vongoled adalek 1206. Kreskiñ a reas gorread an impalaeriezh dindan e ren ha ren e ziskennidi. Aloubet e voe an holl vroioù tro-war-dro.
Dre an Impalaeriezh Vongol e c’hallas teknikoù, ijinadennoù, ha mennozhioù nevez mont a-hed hag a-dreuz Eurazia, war tachennoù a bep seurt, eus ar sevel kartennoù d’ar moullañ, eus al labour-douar d’ar steredoniezh.