Reichstag : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : pl:Gmach parlamentu Rzeszy w Berlinie zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[ |
[[Restr:Reichstag building Berlin view from west before sunset.jpg|thumb|right|400px|Ar Reichstag]] |
||
Ar '''Reichstag''' a zo ur savadur lec'hiet e [[Berlin]]. Ennañ e veze bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer [[1933]]. Abaoe [[1999]] e vez bodet ar [[Bundestag]] ennañ. |
Ar '''Reichstag''' a zo ur savadur lec'hiet e [[Berlin]]. Ennañ e veze bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer [[1933]]. Abaoe [[1999]] e vez bodet ar [[Bundestag]] ennañ. |
||
Linenn 5: | Linenn 5: | ||
D’an 9 a viz Du [[1918]] en em stalias ar politikour sokial-demokrat [[Philipp Scheidemann]] ouzh unan eus prenistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh [[Hohenzollern]] hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik. |
D’an 9 a viz Du [[1918]] en em stalias ar politikour sokial-demokrat [[Philipp Scheidemann]] ouzh unan eus prenistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh [[Hohenzollern]] hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik. |
||
[[ |
[[Restr:Reichstag members 1933 memorial.jpeg|thumb|left|Maen-koun ar 96 kannad eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz lazhet gant an Nazied e [[1933]].]] |
||
== Tan-gwall == |
== Tan-gwall == |
||
Linenn 26: | Linenn 26: | ||
{{Liamm PuB|de}} |
{{Liamm PuB|de}} |
||
{{Liamm PuB|id}} |
{{Liamm PuB|id}} |
||
{{Liamm PuB|pl}} |
Stumm eus an 3 Gen 2014 da 22:21
Ar Reichstag a zo ur savadur lec'hiet e Berlin. Ennañ e veze bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer 1933. Abaoe 1999 e vez bodet ar Bundestag ennañ. E miz Kerzu 1894 e voe echu ar savidigezh anezhañ, diwar steuñv Paul Wallot. A-fet arzoù ha savouriezh ez eo ur savadur doare an Azginivelezh italian uhel. E-kerzh ar brezel bed kentañ eo bet ouzhpennet an dro-lavar: « Dem Deutschen Volke » (d’ar bobl alaman). D’an 9 a viz Du 1918 en em stalias ar politikour sokial-demokrat Philipp Scheidemann ouzh unan eus prenistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh Hohenzollern hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik.
Tan-gwall
E-pad an noz etre ar 27 hag an 28 a viz C’hwevrer 1933 e voe c'hwezhet an tan er Reichstag gant an Izelvroad Marinus Van der Lubbe hervez ar gouarnamant nazi. Ne voe ket kalz a zistruj. Profitañ a reas an nazied evit kinnig an darvoud evel un irienn aozet gant ar gomunisted, ha neuze e waskjont o enebourien bolitikel, ar gomunisted en o zouez. D’ar mare-se en em vode neuze ar parlamant er c'hoarigandi Kroll (Krolloper en alamaneg).
Goude ar brezel
War lein ar Reichstag e voe lakaet ar banniel ruz gant soudarded an Arme Ruz d’an 30 a viz Ebrel 1945, pa voe tapet Berlin ganto. Ma’z eo brudet ar skeudenn-se ez eo bet kemmet a-benn tennañ un eurier gwisket gant unan eus ar soudarded.
Ar Reichstag nevesaet
Nevesaet eo bet ar Reichstag, nemet ar volz-toenn, etre 1961 ha 1973. Goude unvanidigezh ar vro (d’an 3 a viz Here 1990) e tivizas ar parlamant (Bundestag) d’an 20 a viz Even 1991 e vefe kuitaet Bonn ha staliet ar parlamant hag ar gouarnamant kevreadel e Berlin, hag er Reichstag. An tisavour Sir Norman Foster a c’hounezas ar genstrivadeg evit nevesaat ar savadur. E-kerzh al labourioù e voe goloet gant Christo ha Jeanne-Claude. Deuet e ar volz-toenn da vezañ arouez ar savadur.
Da vare al lid-digor e savas trouz abalamour d’un oberenn-plant. Pedet e voe ar gannaded da zegas douar eus o fastell-vro hag ivez un hadenn. Ar pal a oa lakaat plant da greskiñ tro-dro d’ar dro-lavar «Der Bevölkerung» (d’ar boblañs), skrivet er porzh diabarzh, hag a genglot gant «Dem Deutschen Volke» (d’ar bobl alaman, skrivet ouzh tal ar savadur) hag a oa gwelet evel ul lugan broadelour. Kemend-se a dalvez e fell d’ar gannaded labourat evit ar gevredigezh, Alamaned a-orin hag estrañjourien enni. Reuz a savas pa brofitas ur gannadez eus ar Re C’hlas evit plantañ greun kanab. Hiziv an deiz ez eo damguzhet an dro-lavar, aes e vez gwelout anezhañ koulskoude diouzh an noz, pa vez sklêrijennet ar savadur.