Spisaer (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
achu
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:

Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''spiser''' ([[Saozneg|saoz]]: [[:en:Grammatical modifier|''modifier'' pe ''qualifier'']]) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''spiser''' ([[Saozneg|saoz]]: [[:en:Grammatical modifier|''modifier'' pe ''qualifier'']]) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.


Linenn 14: Linenn 13:
:: "Ar c'hi a red"
:: "Ar c'hi a red"


: Direizh: Spsierion nemetken
: Direizh: Spiserion nemetken
:: *"Bras buan"
:: *"Bras buan"



Stumm eus an 13 Ebr 2007 da 17:32

Er yezhoniezh e vez implijet an termen spiser (saoz: modifier pe qualifier) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.

E brezhoneg e reer un diforc'h etre ar spiserion implijet gant anvioù ma reer "anvioù-gwan" pe "adanvioù" ha raganvioù oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a rummadoù yezhadurel all, dreist-holl verboù anvet "adverboù" pe "rakverboù".

N'eo ket ar spiserion elfennoù kevreadurezhel ret dre ma talvezont nemet da spisaat pe strisaat ster elfennoù all, da skouer:

Reizh e vefe ar frazenn-ma hep ar spiserion (anv-gwan hag adverb), met ne vefe ket reizh ma vefe lamet kuit an anv hag ar verb:

Pennoù mui spiserien:
"Ar c'hi bras a red buan"
Reizh: Pennoù nemetken
"Ar c'hi a red"
Direizh: Spiserion nemetken
*"Bras buan"


E gerioù kevrennek enne un anv-kadarn mui un anv-gwan pe ur verb mui un adverb e reer ivez "penn" ouzh an anv pe ar verb ha "spiser" ouzh an anv-gwan pe an adverb (en o zouez kengerioù), en ur c'hoût e c'hall talvezout un anv-kadarn ivez evit spisaat un anav-kadarn all, da skouer:

Gerioù kevrennek
Anv + anv
"Dourgi"
SPISER ("dour") + PENN ("ki")
Adverb + verb
"Rakprenañ"
SPISER ("rak") + PENN ("prenañ")


Issrannet e c'hell bezañ ar spiserion hervez o lec'h e-keñver an elfenn ma vez spisaet gante. Gant yezhoù zo e vez implijet kentoc'h an eil re pe ar re all:

Rakspiserion: Saozneg
Lec'hiet dirak ar ger spisaet:
"Big boy"
Lostspiser: Brezhoneg
Lec'hiet war-lerc'h ar ger spisaet:
"Paotr bras"


Kemmañ a c'hell ster resis ar spiserion ivez hervez o lec'h, da skouer:

Rakspiser
"Kozh traoù"
Lostspiser
"Traoù kozh"

Gwelit ivez: