Bianca Maria Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: la:Bianca Maria Sfortia
D Bot: Migrating 21 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q161136
Linenn 34: Linenn 34:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1472|Sforza, Bianca Maria]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1472|Sforza, Bianca Maria]]
[[Rummad:Marvioù 1510|Sforza, Bianca Maria]]
[[Rummad:Marvioù 1510|Sforza, Bianca Maria]]

[[bg:Бианка-Мария Сфорца]]
[[ca:Blanca Maria Sforza]]
[[cs:Bianca Marie Sforza]]
[[de:Bianca Maria Sforza]]
[[en:Bianca Maria Sforza]]
[[es:Blanca María Sforza]]
[[fr:Blanche-Marie Sforza]]
[[hu:Sforza Bianka Mária német-római császárné]]
[[id:Bianca Maria Sforza]]
[[it:Bianca Maria Sforza]]
[[ja:ビアンカ・マリア・スフォルツァ]]
[[ko:비앙카 마리아 스포르차]]
[[la:Bianca Maria Sfortia]]
[[mk:Бјанка Марија Сфорца]]
[[nl:Bianca Maria Sforza]]
[[no:Bianca Maria Sforza]]
[[pl:Bianca Maria Sforza]]
[[ru:Бьянка Мария Сфорца]]
[[sk:Bianca Mária Sforza]]
[[sv:Bianca Maria Sforza]]
[[zh:比安卡·玛丽亚·斯福尔扎]]

Stumm eus an 3 Ebr 2013 da 09:57

Bianca Maria Sforza, poltredet gant Giovanni Ambrogio de Predis

Bianca Maria Sforza a oa ur briñsez italian ganet e Pavia d'ar 5 a viz Ebrel 1472. Merc'h e oa da Galeazzo Maria Sforza, dug Milano, ha d'e wreg Bona di Savoia.

Prometet da zimeziñ meur a wech

Meur a wech e voe prometet da zimeziñ da briñsed a veur a vro, hervez ma troe politikerezh he zad.

A-boan e oa ganet e oa kaoz d'he dimeziñ da Philibert Ier de Savoie, a varvas da 17 vloaz en 1482, a-raok an eured. Goude e voe tro Yann, mab bastard Mathias Corvin, a oa da vezañ roue Hungaria. Met Ladislas Bohemia an hini a savas war ar gador-roue, ha ne voe ket graet an eured.

E 1494, pa oa 22 vloaz, e voe roet da zimeziñ gant hec'h eontr Ludovico Sforza d'an impalaer Masimilian Iañ, impalaer santel, intañv abaoe ur pennad ha koshoc'h egeti. 300 000 dugad a voe roet evel argouroù , ha 100 000 ouzhpenn evel taos war hec'h anvidigezh da impalaerez. Ludovico en doa c'hoant da vezañ anvet da zug Milano gant Masimilian, hag an Impalaer a glaske bezañ mestr war Italia an Hanternoz ha kaout ur feunteun a arc'hant da baeañ e vrezelioù.

Goude un eured war an ton bras, sede ar plac'h nevez kuit da Dirol, gant he lez, gwazed ha dimezelled, hag en o zouez Leonardo da Vinci, en deus skrivet petra a soñje pa oa o treuziñ ar Valtellina : ehanañ a reas ar bodad beajourion e Como, Bellagio, Gravedona, Morbegno, Sondrio ha Bormio, ha tremen ode ar Stelvio.

Un dimeziñ hep levenez

Masimilian a voe impalaer eus 1493 betek 1519, a oa bet dimezet da gentañ da Marie de Bourgogne, pennhêrez Bourgogn hag an Izelvroioù bourgognat anezhi, merc'h nemeti Charlez . Un dimeziñ evurus e voe, ha daou vugel da heul: Fulub ar C'haer ha Marc'harid Aostria. Berr avat e voe, rak mervel a eure mari e 1482, kouezhet diwar he marc'h.


He marv

Klañv e oa Bianca Maria Sforza war-dro fin he buhez . Mervel a eure d'an 31 a viz Kerzu 1510 ha beziet e voe en abati Stams, e Tirol, e traonienn uhelañ an Inn.

Liammoù diavaez