Mor Kreizdouar : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: pnt:Μεσόγειον Θάλασσα |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: pa:ਭੂ-ਮੱਧ ਸਾਗਰ |
||
Linenn 130: | Linenn 130: | ||
[[om:Galaana Meditiraaniyaanii]] |
[[om:Galaana Meditiraaniyaanii]] |
||
[[os:Зæххастæуы денджыз]] |
[[os:Зæххастæуы денджыз]] |
||
[[pa:ਭੂ-ਮੱਧ ਸਾਗਰ]] |
|||
[[pam:Mediterraneo Dayat Malat]] |
[[pam:Mediterraneo Dayat Malat]] |
||
[[pap:Laman Mediteranio]] |
[[pap:Laman Mediteranio]] |
Stumm eus an 27 Gen 2013 da 12:28
Ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel eo bet ar Mor Kreizdouar, met kazi kaeet eo bet gant an douaroù. En Norzh eo klozet gant Europa, er Su gant Afrika hag er Reter gant Azia. Gant ar vorourien e vez graet ar Mor Kreizdouar Euroafrikan pe Mor Kreizdouar Europa anezhañ evit ober ar c'hemm etrezañ hag ar morioù kreizdouar all.
Un hent bras-kenañ evit an treuzdougerezh dre vor eo bet er Ragistor hag en Henamzer pa zeuas da vezañ anat d'ar pobloù o doa ezhomm d'ober kenwerzh ha da sevel liammoù politikel ha sevenadurel, en o zouez pobl Egiptiz kozh, pobl ar C'hresianed, pobl ar Romaned ha pobloù ar Reter, Semited (an Arabed, ar Fenikianed hag ar Yuzevien en o zouez) ha Persed.
Unan eus mammennoù pennañ sevenadur ar C'hornôg eo bet ar pezh a zo c'hoarvezet a-gozh war aodoù ar Mor Kreizdouar.
An anv
Kreizdouar (kreiz + douar) a zeu eus troidigezh rik an anv-gwan latin mediterraneus, hemañ o treiñ ar gregaj mesogeios (μεσογεῖος). Bez' ez eus (bet) anvioù all :