Madalen Bro-C'hall (1443-1495) : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: en:Magdalena of Valois |
|||
Linenn 18: | Linenn 18: | ||
[[Rummad:Istor Navarra]] |
[[Rummad:Istor Navarra]] |
||
[[cs:Magdaléna Francouzská]] |
[[cs:Magdaléna Francouzská]] |
||
[[en:Magdalena of Valois]] |
|||
[[es:Magdalena de Francia]] |
[[es:Magdalena de Francia]] |
||
[[eu:Maddalen Frantziakoa]] |
[[eu:Maddalen Frantziakoa]] |
Stumm eus an 26 Her 2012 da 16:15
Madalen Bro-C'hall (1443-1495), pe Madalen Valois, ganet e Teurgn d'an 1 a viz Kerzu 1443, ha marvet en Iruña d'an 21 a viz Genver 1495 a oa ur briñsez c'hall, merc'h d'ar roue gall Charlez VII, roue Bro-C'hall, ha da Vari Anjev. C'hoar e oa da Loeiz XI.
Prometet e oa bet he dorn da Ladislas an Dalif, eus an Tiegezh Habsburg, roue Hungaria, Kroatia, ha Bohemia, ha dug Aostria, met mervel a reas ar roue yaouank e 1457 (gant al leukemia, hervez a ouzer hiziv), hag eñ 17 vloaz, a-raok kaout amzer da zimeziñ. Ret e voe klask ur pried all dezhi.
Dimeziñ ha bugale
E 1461 e Saint-Jean-d'Angély e timezas da Gaston Fois (1444 † 1470), priñs Viana, mab da Gaston IV, kont Fois ha Beskont Bearn, ha da Éléonore Ire d'Aragon, rouanez Navarra.
Daou vugel he doe:
- Frañsez Febus (1466 † 1483), roue Navarra
- Katelin Navarra (1470 † 1517), rouanez Navarra, dimezet en 1484 da Jean III d'Albret (1469 † 1516).
He gwaz a varvas en 1470, he zad-kaer en 1472, he mamm-gaer en 1479, hag he mab a oa pennhêr. Madalen a voe rejantez en anv he mab, a varvas en 1483 da 17 vloaz, ha goude en anv he merc'h betek 1494.