Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32, bloaz 2012 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 33: Linenn 33:


:Ma ouifec'h pegen KASAUS e teu da vezañ ar seurt kaoziou !--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 12 Eos 2012 da 18:56 (UTC)
:Ma ouifec'h pegen KASAUS e teu da vezañ ar seurt kaoziou !--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 12 Eos 2012 da 18:56 (UTC)
:: Tennet eo skouer Geriadur An Here (''ur redadeg treuz-kontre'') eus ''Pikou Mab e Dad'', lakaet e brezhoneg gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 156. --[[Implijer:Ben Herzog|Ben Herzog]] ([[Kaozeadenn Implijer:Ben Herzog|kaozeal]]) 12 Eos 2012 da 19:08 (UTC)


==Evit ho kelaouiñ ==
==Evit ho kelaouiñ ==

Stumm eus an 12 Eos 2012 da 19:08

06/08/2012 — 12/08/2012

Skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Skuizhus

Brav e vije paouez gant an tagadennoù boas:

Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Eos 2012 da 08:14 (UTC) Ouzhpenn liammoù un den zo talvoudus d'ar re a ra al labour. Trawalc'h gant ar rogoni.[respont]

Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Eos 2012 da 10:55 (UTC)[respont]

Fentus ...

... e teu da vezañ ar wikigeriadur gant ar c'hemmadurioù: [ziarc'henjomp] virvidikajed ... prestik e vo feurvirvidikajed ! C'hoari ar ger hirañ gant kemmadurioù! Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Eos 2012 da 18:57 (UTC)[respont]

Cross-country

Demat deoc'h, N'eus ket eus ar pennad-skrid-mañ e brezhoneg ma n'emaon ket o faziañ. Pehini e-touez an troidigezhioù da-heul

  • redek a-dreuz kartier
  • redek a-dreuz kontre
  • treuz-kontre,
  • treuzredadeg,
  • ?

a vefe reishoc'h ober ganti, d'ho soñj-c'hwi ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2012 da 12:38 (UTC)[respont]

Gant treuz kontre e ra an Ofis [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 16:14 (UTC)[respont]
Ne gredan ket e vefe memes tra "kontre" brezhonek ha "country" saoznek: tra walc'h lakaat Google da glask " ar c'hontre" evit gwelout eo "bro", ha netra ken.
Redek a-dreuz maezioù (pe a-dreuz parkoù) a vefe un droidigezh resisoc'h. Ha reishoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 16:39 (UTC)[respont]
Talvezout a ra country kement ha "bro"? Ac'hanta, trawalc'h eo sellet er geriadurioù brezhonek, ha petra 'weler? Geriadur Brezhoneg an Here a ro evit ar ster kentañ: «kontre 1. Bro» p.770; Geriadur Istorel ar Brezhoneg a ro: «kontre m. contrée, région, pays» p.1588. War ar marc'had e hini an Here e kaver: «4. Sport Redadeg treuz-kontre: redadeg war-droad e-maez an hentoù, gant skoilhoù alies. Ar gouel a echuas gant ur redadeg treuz-kontre. p. 770.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:22 (UTC)[respont]
N'eo ket ret bezañ saozneger bras evit gouzout e talv country kement ha maez ivez, enebet eus kêr, evel er gerioù "country music, country club, country house", etc.. Bremañ ma fell d'an Ofis hag an Ofisourien kompren un dra bennak all, ne ran forzh. Met n'omp ket en arme, ha me ne rin ket gant ur ger a gavan fall, evel amañ c'hoazh da skouer: http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-termofis.php?langue_id=fr&m=OGM&domaine_id= . Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:30 (UTC)[respont]
Spagnoliz zo ken sot ma kredont eo ur redadeg war ar maez: es:Campo a través, evel an Italianed: it:Corsa campestre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:37 (UTC)[respont]
Ouzhpenn war an Ofis eo ret dit lakaat an hu ivez war Geriadur Brezhoneg an Here ha war kement hini a lavar e talvez "kontre" kement ha "bro", ha ma n'eo ket mat "bro" en degouezh eo dav teuler ar bec'h ivez war kement hini a ra gant Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Eos 2012 da 17:40 (UTC)[respont]
Ouzhpenn war an Ofis eo ret dit lakaat an hu ... Gast! Lod a blij dezho lavarout d'an dud petra eo ret dezho ober, ur pleg fall d'am soñj ! Ne lakan hu ebet pa lavaran petra a gavan mat ha petra ne gavan ket. Ar frankiz da soñjal a zo d'an holl.
Ar frankiz da soñjal zo d'an holl, ar frankiz da gomz ivez, met n'a ket betek lavarout gaou evel an hini a skriv lakaat an hu ivez war ... kement hini a lavar e talvez "kontre" kement ha "bro". Ma'z out gouest da lenn kement-se em linennoù uheloc'h e paouezan gant ar gaoz, rak erru ur gont e vez ez aer skuizh gant ar feiz fall. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:18 (UTC)[respont]
Ma ouifec'h pegen KASAUS e teu da vezañ ar seurt kaoziou !--Prieladkozh (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:56 (UTC)[respont]
Tennet eo skouer Geriadur An Here (ur redadeg treuz-kontre) eus Pikou Mab e Dad, lakaet e brezhoneg gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 156. --Ben Herzog (kaozeal) 12 Eos 2012 da 19:08 (UTC)[respont]

Evit ho kelaouiñ

Un dael evit gouzout m'eo a-bouez pe get an ABP, hag e rener, da gentañ holl. Sellit ouzh : http://fr.wikipedia.org/wiki/Discussion:Philippe_Argouarch/Suppression

Evit an eil gwech e lavar un nebeud a Wikipedourien c'hallek ne c'hell ket Philippe Argouarch bezañ gwelet evel un den illur, pa n'eus ket anv eus outañ e-barzh gwask Pariz.

Ouzhpenn ar pezh em eus skrivet war ar Bistro : http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikipédia:Le_Bistro/12_août_2012#Les_crit.C3.A8res_d.27admissibilit.C3.A9_du_WP_Fr_sont_bas.C3.A9s_sur_une_traduction_fausse_et_un_parisocentrisme_ringard

Fell free kas hoc'h alioù d'ar pajennoù is-meneget. Echu vo gant an dael d'an 13 en noz. --Ch. Rogel (kaozeal) 12 Eos 2012 da 18:29 (UTC)[respont]