Monc'hwez : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: tl:Implasyon |
D r2.6.4) (Robot kemmet: tl:Implasyon (presyo) |
||
Linenn 87: | Linenn 87: | ||
[[tg:Таваррум]] |
[[tg:Таваррум]] |
||
[[th:ภาวะเงินเฟ้อ]] |
[[th:ภาวะเงินเฟ้อ]] |
||
[[tl:Implasyon]] |
[[tl:Implasyon (presyo)]] |
||
[[tr:Enflasyon]] |
[[tr:Enflasyon]] |
||
[[uk:Інфляція]] |
[[uk:Інфляція]] |
Stumm eus an 30 Gen 2012 da 18:17
Monc’hwezh : ger malizenn savet diwar Moneiz ha C’hwezh. Ur ger all a zo : revoneizadur. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar ger hep h e-barzh geriadur Roparz Hemon (2002)/Ronan Huon (2002).
Monc’hwezh zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù. N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwezh. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwezh hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.
Pa ne vez ket tu da gabestrañ ar monc’hwezh ken ha da sturiañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a anver gourmonc’hwezh. Gant ar gourmonc’hwezh e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwezh war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwezh bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwezh c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezhel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwezh ouzh ar steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.
Sellet ivez ouzh Gourmonc’hwezh