Constantius II : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot kemmet: th:จักรพรรดิคอนสแตนเชียสที่ 2 |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sl:Konstancij II. |
||
Linenn 79: | Linenn 79: | ||
[[ro:Constanțiu al II-lea]] |
[[ro:Constanțiu al II-lea]] |
||
[[ru:Констанций II]] |
[[ru:Констанций II]] |
||
[[sl:Konstancij II.]] |
|||
[[sr:Констанције II]] |
[[sr:Констанције II]] |
||
[[sv:Constantius II]] |
[[sv:Constantius II]] |
Stumm eus an 4 Gen 2012 da 18:50
Flavius Iulius Constantius, anavezetoc'h evel Constantius II, (7 a viz Eost 317 - 5 a viz Here 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.
Arabat meskañ e anv gant hini e vreur Constans, a voe impalaer gantañ.
E vuhez
Eil mab Constantinus I ha Fausta e oa . Ganet e oa e Sirmium (en Illyricum), hag anvet e voe da Gaesar gant e dad. Teir gwech e voe dimezet: d'ur verc'h da Julius Constantius da gentañ, da Eusebia da eil, da Faustina da drede. Ur verc'h o doe, Constantia, a zimezas gant an Impalaer Gratianus. Pa varvas e dad Constantinus e 337, e voe lazhadeg, kaset en-dro gant Constantius. Graet e voe o stal d'ar gerent deuet eus eil dimeziñ e dad-kozh Constantius Chlorus gant Theodora, ha ne chomas ken nemet e vreur henañ Constantinus II, hag e vreur all Constans, ha daou genderv (Gallus hag e hantervreur Juluan) evel paotred. En em glevout a reas an tri breur da rannañ an Impalaeriezh etrezo, hervez youl o zad. Da g-Constantinus II Britannia, Galia hag Hispania; da g-Constans Italia, Afrika, hag Illyricum; ha da g-Constantius ar Reter .
Savet da Caesar (= eil impalaer), d'an 8 a viz Du 324.
Anavezet evel Augustus (= impalaer) d'an 9 a viz Gwengolo 337.
Stourm a-enep falsimpalaerien ha gourdrouz eus ar broioù estren
Marv ha warlerc'hiad
Juluan a voe lakaet da Augustus gant arme Galia e 361, ha Constantius a voe ret dezhañ c'hoari dre nerzh ouzh an impalaer dre laer. Pa oa an div arme o vont d'en em gannañ e varvas Constantius gant an derzhienn nepell diouzh Tarsus d'ar 5 a viz Here 361, ha Juluan a voe embannet da vout Augustus dre an Impalaeriezh roman.