Abati : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.5.4) (Robot ouzhpennet: kk:Аббатсттық |
||
Linenn 43: | Linenn 43: | ||
[[it:Abbazia]] |
[[it:Abbazia]] |
||
[[ja:修道院]] |
[[ja:修道院]] |
||
[[kk:Аббатсттық]] |
|||
[[ko:수도원]] |
[[ko:수도원]] |
||
[[la:Abbatia]] |
[[la:Abbatia]] |
Stumm eus an 16 Her 2011 da 21:46
Un abati (eus ar ger latin abbatia, savet diwar ar ger arameek abba , a dalvez « tad ») a zo ur manati katolik pe ur gouent renet gant un abad (pe un abadez), a zo neuze tad (pe mamm) speredel ar gumuniezh menec'h (pe leanezed).
Peurvuiañ e reer kouent eus un abati leaned ha leanezed pa ne vez ket graet an anv abad pe abadez eus ar rener.
Kalz koshoc'h eo ar stad a vanac'h (pe ar vanac'hegezh) eget an abatioù. N'emañ ket ar ger abati e reolenn Benead Norcia, pa ne ra anv nemet eus manati. Kentañ gwel eus ar ger skrivet a zo en XIvet kantved. Cluny an hini zo kaoz d'ar c'hemm anv, hag a lavar penaos e ranker aozañ un abati: katolik hepken eo ar meizad a abati. Goude-se, evit lakaat ur manati da vout un abati e vo reolennoù disheénvel hervez an urzhioù relijiel.