Maria Portugal (1342-1367) : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 13: | Linenn 13: | ||
===Chomadenn=== |
===Chomadenn=== |
||
Chom a reas Maria en Aragon ur pennad. E 1370 e reas anaoudegezh gant un denjentil eus kêr Genova, Badasal de Espínola. |
Chom a reas Maria en Aragon ur pennad. E 1370 e reas anaoudegezh gant un denjentil eus kêr Genova, Badasal de Espínola, hervez kronikenn [[Fernão Lopes]] (1380-1460) kronikour portugalat. Mervel a reas neuze goude 1371. |
||
Stumm eus an 5 Her 2011 da 14:19
Maria Portugal (1342-1367), a oa infantez Portugal. Merc'h e oa da Pedro Iañ Portugal, ha da Constança Manuel, eus Rouantelezh Kastilha.
Dimeziñ
E 1354 e voe dimezet d'ur c'henderv, Fernando Aragon, markiz Tortosa , infant Aragon. Hennezh a oa ganet e 1329, hag a oa pemzek vloaz koshoc'h eviti. Mab e oa da Leonor Kastilha, infantez Kastilha, ha d'ar roue Alfonso IV Aragon. Bugel ebet n'o doe: gaonac'h e oa Maria.
Lazhet e voe Fernando e 1363, gant e hantervreur Pedro IV Aragon.
Goude
Daou dra disheñvel a gonter.
Distro
Distreiñ a reas Maria da Bortugal. Mervel a reas e 1367, da 25 bloaz, e kêr Aveiro, ha beziet e voe e Kouent Coimbra.
Chomadenn
Chom a reas Maria en Aragon ur pennad. E 1370 e reas anaoudegezh gant un denjentil eus kêr Genova, Badasal de Espínola, hervez kronikenn Fernão Lopes (1380-1460) kronikour portugalat. Mervel a reas neuze goude 1371.