Aveiro
Evit implijoù all, gwelet Aveiro (disheñvelout).
| Anv ofisiel | Aveiro |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Aveiro |
| Stad | Portugal |
| Kêr-benn | Aveiro |
| E tiriad | Distrig Aveiro, Região de Aveiro |
| Gwerzhid-eur | UTC±00:00, UTC+01:00, Western European Time |
| Daveennoù douaroniel | 40°38′20″N 8°39′19″W |
| Devezh-gouel | patronal festival |
| Perc'henn war | Estádio Municipal de Aveiro – Mário Duarte |
| Prizioù resevet | Honorary Member of the Order of Liberty, Officer of the Military Order of the Tower and Sword |
| Kod-post | 3800 |
| Niverenn bellgomz | +351-234-406-300 |
| Postel | mailto:geral@cm-aveiro.pt |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.cm-aveiro.pt/ |
| Contact page URL | https://www.cm-aveiro.pt/contactos |
| Sant paeron | Joana de Portugal |
| Kod pellgomz an takad | 234 |

Aveiro (distaget [aˈvejɾu] e portugaleg) zo ur gêr eus Portugal pennlec'h distrig Aveiro, e Rannvro ar C'hreiz, war-hed 60 km diouzh Coimbra, en hanternoz. War-dro 78 000 annezad zo (e 2011). Rannet eo ar gumun etre 14 parrez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar menegoù kentañ eus Aveiro zo eus an Xvet kantved, met en amzer-hont e selled outi evel ur gêriadenn. Da neuze e oa bodet an dud en-dro d'un iliz gouestlet gant Sant Mikael, un iliz hag a zo aet da get.
Lec'hiet-mat e oa Aveiro, tost d'ar mor, hag evel-se e kreskas buan. Diazezet e oa hec'h ekonomiezh war ar peskerezh hag ar c'henwerzh, dreist-holl hini an holen gounezet er paludoù tro-dro.
E 1759 e voe graet ur "gêr" eus Aveiro gant ar roue José Iañ Portugal. En XIXvet kantved e voe savet chaoserioù da gaeañ ouzh dour ar geunioù tro-dro hag evel-se e voe aesaet ar bageal en aber Aveiro ha gwellaet kalz ekonomiezh ar c'hornad. Ur skol-veur zo, abaoe 1973.
-
Unan eus kanolioù Aveiro
-
Iliz-veur Aveiro