Monc'hwez : diforc'h etre ar stummoù
D Updated world inflation map to 2010. |
D Updated world inflation map to 2010. |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:Inflation rate |
[[Skeudenn:World Inflation rate 2010.png|thumb]] |
||
''Monc’hwezh'' : [[ger malizenn]] savet diwar ''[[Moneiz]]'' ha ''[[C’hwezh]]''. Ur ger all a zo : ''revoneizadur''. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar [[ger]] hep [[h]] e-barzh [[geriadur Roparz Hemon (2002)]]/[[Ronan Huon]] (2002). |
''Monc’hwezh'' : [[ger malizenn]] savet diwar ''[[Moneiz]]'' ha ''[[C’hwezh]]''. Ur ger all a zo : ''revoneizadur''. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar [[ger]] hep [[h]] e-barzh [[geriadur Roparz Hemon (2002)]]/[[Ronan Huon]] (2002). |
||
Stumm eus an 25 Gwe 2011 da 20:44
Monc’hwezh : ger malizenn savet diwar Moneiz ha C’hwezh. Ur ger all a zo : revoneizadur. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar ger hep h e-barzh geriadur Roparz Hemon (2002)/Ronan Huon (2002).
Monc’hwezh zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù. N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwezh. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwezh hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.
Pa ne vez ket tu da gabestrañ ar monc’hwezh ken ha da sturiañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a anver gourmonc’hwezh. Gant ar gourmonc’hwezh e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwezh war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwezh bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwezh c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezhel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwezh ouzh ar steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.
Sellet ivez ouzh Gourmonc’hwezh