Magon Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: uk:Магон Великий
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1+) (Robot ouzhpennet: fr:Magon I
Linenn 21: Linenn 21:
[[en:Mago I of Carthage]]
[[en:Mago I of Carthage]]
[[es:Magón I de Cartago]]
[[es:Magón I de Cartago]]
[[fr:Magon I]]
[[it:Magone I]]
[[it:Magone I]]
[[ko:마고 1세]]
[[ko:마고 1세]]

Stumm eus an 12 Eos 2011 da 20:14

Magon, jeneral kartadat, a voe roue Kartada entre 550 kent JK ha 530. Eñ an hini a voe diazezer galloud hec'h arme. Gantañ e voe aozet en un doare efedus. Diazezañ a reas ivez lignez ar Vagoned.[1]E-pad e ren eo e teuas Kartada da vout trevadenn greñvañ ar Fenikianed ha galloud bras kornôg ar Mor Kreizdouarel. .[2] Chom a reas stag ouzh Tir, kêrbenn ar Fenikianed , met ober a rae evel pa vije dizalc'h e gwirionez.

Unan eus e oberoù politikel e voe un emglev gant an Etrusked a-enep ar C'hresianed, deuet eus ar reter. Padout a raio an emglev ken na voe distroadet ar rouaned etrusk gant Republik Roma. Oberiant e voe ivez e Sikilia, ha dimeziñ areas d'ur vaouez a Siracusa.

Emgann Aleria

E 546 kent JK edo ar Fenikianed o tec'hel rak aloubadeg ar Bersed, ha dont a reont da ziazezañ trevadenn Aleria en Korsika. Dija e oa Gresianed en enezenn abaoe 562 kent JK. Kenwerzhañ a raent gant Kartada hagan Etrusked. Entre 540 ha 535 e voe emglev etre Kartada hag an Etrusked da deurel ar C'hresianed er-maez eus Korsika, goude emgann Aleria. Chom a reas an Etrusked en enezenn, ha gant Kartada ez eas Sardinia, prest da ziarbenniñ ar C'hresianed a garje tostaat. Gant se e voe torret d'al lanv gresian war-zu ar c'hornôg.

Goude-se e voe brezel all ouzh tud Massalia. Meur a wech e voe faezhet Kartada, met mirout a reas trevadennoù fenikian Hispania ha serriñ strizh-mor Gibraltar ouzh listri hellazat. Miret e voe gant Hellaziz o zrevadennoù en hanternoz da Cabo de la Nao, met berzhet e oa ar c'hreisteiz outo.

Notennoù