Dhogs
Dhogs | |
---|---|
André Goteira hag aktourien Dhogs | |
Bro orin | Galiza |
Yezh orin | Galizeg |
Titl orin | Dhogs |
Doare | Thriller |
Kentaenn | Festival ar Sinema Dizalc'h |
| |
Sevener | Andrés Goteira |
Kenderc'hañ | Suso López |
Senario | Andrés Goteira |
Komedianeta | Melania Cruz Antonio Durán "Morris" Miguel de Lira Carlos Blanco Vila Iván Marcos María Costas |
Sonerezh | Óscar Trigo Germán Díaz |
| |
Padelezh | 120 munutenn |
Luc'hskeudenniñ | Lucía Catoira Pan[1] |
Frammañ | Juan Galiñanes
Andrés Goteira |
Studio | Gaitafilmes
Pixelfilms |
Koust | 120 000 € |
| |
(gl) (en) Lec'hienn ofisiel |
Dhogs zo ur film dizalc'h galizat e galizeg sevenet gant Andrés Goteira, deuet er-maez e 2017[2].
Film kentañ ar rener e voe, gant an aktourien Carlos Blanco Vila, Antonio Durán "Morris", Miguel de Lira, Melania Cruz, Iván Marcos ha María Costas.
E Festival ar Sinema Dizalc'h (BAFICI) Buenos Aires e voe ar gentaenn d'an 19 a viz Ebrel 2017; eno e voe rakdibabet evit Priz ar Rakwardiezh[3].
Dhogs e voe ar film galizek kentañ hag a voe diskouezet e Festival Sitges (Katalonia) d'an 9 a viz Here 2017.
E Festival Etrebroadel ar Sinema Ourense (OUIFF), d'an 21 a viz Here 2017, e voe e gentaenn e Galiza[4].
Neudenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenweañ a ra ar film 6 istor a-stur an eil re gant ar re all : ur goantenn, ur gwaz e vuhez teñval, ur bleiner taksi hag un ez-soudard.
Kenderc'hañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an Axencia Galega das Industrias Culturais (AGADIC) ha Kuzul Rannvro Lugo e voe kellidet ar film, war-bouez un darn hag a voe roet gant tremen 400 madoberour dre ar gensavenn Verkami[5].
E meur a lec'h e Galiza e voe troet Dhogs : Viveiro, As Pontes de García Rodríguez, Oleiros hag A Coruña ; tammoù anezhañ a voe troet e dezerzh Tabernas, e proviñs Almería, e Spagn.
Prizioù ha rakdibaboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Prizioù Mestre Mateo 2017
Trizek priz a yeas gant Dhogs, en o zouez Gwellañ film, Gwellañ sevener, Gwellañ senario, Gwellañ aktourez, Gwellañ aktour, Gwellañ eilroll gourel ha Gwellañ eilroll benel ; biskoazh ne oa bet kement all evit ur film hepken en istor ar Prizioù[6].
Rakdibabet e voe evit 17 priz e 14 rummad.
Rummad | Den | Disoc'h |
---|---|---|
Gwellañ film hir | Gounezer | |
Gwellañ sevener | Andrés Goteira | Gounezer |
Gwellañ aktour | Iván Marcos | Gounezer |
Gwellañ aktourez | Melania Cruz | Gounezerez |
Gwellañ eil aktour | Antonio Durán "Morris" | Gounezer |
Gwellañ eil aktour | Carlos Blanco Vila | Rakdibabet |
Gwellañ eil aktour | Miguel de Lira | Rakdibabet |
Gwellañ eil aktourez | María Costas | Gounezerez |
Gwellañ senario | Andrés Goteira | Gounezer |
Gwellañ renerezh ar c'henderc'hañ | Suso López | Gounezer |
Gwellañ renerezh arzel | Noelia Vilaboa | Gounezer |
Gwellañ frammañ | Andrés Goteira ha Juan Galiñanes | Gounezerien |
Gwellañ sonerezh orin | Germán Díaz | Gounezer |
Gwellañ son | David Machado ha Javier Pato | Gounezerien |
Gwellañ luc'hskeudenniñ | Lucía Catoira Pan | Gounezera |
Gwellañ fardañ ha perukennerezh | Ana Coya | Rakdibabet |
Gwellañ dilhataerez | María Porto | Rakdibabet |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) CRTVG
- ↑ (gl) Cultura galega
- ↑ (es) El Blog de Cine espanõl
- ↑ (gl) OUFF
- ↑ (gl) CREA
- ↑ (gl) Academia Galega do Audiovisual