Mont d’an endalc’had

Devlet IV Giray

Eus Wikipedia

Devlet IV Giray (1730-1780) a oa mab da Arslan Giray, mab-bihan da Devlet II Giray, ha khan Krimea div wech en XVIIIvet kantved.

Kalgay e voe d'e dad, Arslan Giray. Mont a reas war an tron e 1769 war-lerc’h Kırım Giray. Met kemeret e voe e blas gant Kaplan II Giray kerkent ha 1770.

E-pad ar Brezel etre an Durked hag ar Rusianed (1768-1774) e voe kaset gant an Otomaned da zifenn rannvro Kouban ha kenderc’hel a reas da vrezeliañ a-enep ar Rusianed goude an emglev peoc’h etre an Impalaeriezh otoman ha Rusia. Trec’h e voe war ar Rusianed ha treuziñ ar strizh-mor etre Kouban ha Krimea. Sklaer eo en doa c’hoant da adpignat war tron khanat Krimea. Tec’hout a reas ar c’han Sahib II Giray e 1775.

Goulenn a reas Devlet IV bezañ anavezet da ghan gant ar sultan otoman Abdülhamit I ha neuze e tibabas ar Rusianed skoazellañ Şahin Giray a-enep dezhañ. Gant skoazell un arme Rusianed e teuas Şahin Giray a-benn da adkemer Krimea ha da bignat war an tron. Devlet, ha ne oa ket gwall skoazellet gant an Otomaned, a rankas tec’hout kuit e 1777 hag e miz Mae eus ar bloavezh-se ec’h erruas en Istanbul. Eno e vevas betek e varv e 1780.


En e raok:
Kırım Giray
Khan Krimea
thum
17691770
ha 17751777
War e lerc'h:
Şahin Giray


  • Alan W. Fisher, The Russian annexation of the Crimea 1772-1782, Cambridge University Press.
  • Desaive Dilek, Le khanat de Crimée dans les archives ottomanes, e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 13-4, 1972