Dem Bones ("An Eskern-se"), anvet ivez Dry Bones ("Eskern Sec'h") ha Dem Dry Bones ("An Eskern Sec'h-se") zo un ton negro spiritual hengounel gant ar pozier ha sonaozer stadunanatJames Weldon Johnson (1871-1938). Lod mammennoù a laka Dem Bones war anv e vreur J. Rosomond Johnson ivez[1]. E 1928 e voe enrollet evit ar wech kentañ, gant al laz-kanañ The Famous Myers Jubilee Singers.
Un darvoudenn kontet er Bibl, e Yehezkel 37:1-14, eo orin ar c'homzoù, ma lenner penaos ez eas ar profed da weladenniñ "Traoñienn an Eskern Sec'h" hag e tiouganas eno e vijent adsavet a varv da vev war gourc'hemenn Doue, kement-se evit aroueziañ azginivelezh vroadel Israel.