Mont d’an endalc’had

Dekvloavezhiad kenemprañ ar Romed

Eus Wikipedia

Un intrudu bet kemeret gant seizh bro eus kreiz ha gevred Europa eo Dekvloavezhiad kenemprañ ar Romed. Ar pal eo dont a-benn da wellaat stad sokioarmerzhel minorelezh ar Romed (anvet c'hoazh Tsiganed) ha kinnig ul lec'h dereat dezho (kenemprañ) er gevredigezh hollek er ranndir-se. Lañset e oa bet al luskad e 2005 gant al lugan meneget a-us. Sañset eo padout betek 2015. Bez' ez eo ar c'hentañ raktres liesvroadel en Europa evit gwellaat buhez ar Romed.

Seizh bro a gemer perzh e Dekvloavezhiad Kenemprañ ar Romed: Bulgaria, Kroatia, Republik Tchek, Hungaria, Makedonia, Roumania ha Serbia-ha-Montenegro. Brazik eo ar vinorelezh rom en holl vroioù-se ha droukziforc'h zo bet a-enep d'ar Romed enno, ken war dachenn an armerzh ha war an dachenn sokial.

E 2005, o deus gouestlet gouarnamantoù ar broioù a-us tostaat live bevañ ar Romed ouzh hini ar peurrest eus poblañs ar vro ha lakaat un termen da gelc'h-bac'h ar baourentez hag an argas emañ prizoniet an darn vrasañ eus ar Romed ennañ.

Da ziwall a vo ne dalvezo ket ar raktres kenemprañ armerzhel ha sokial-mañ da vaskl evit ur politikerezh enteuziñ sevenadurel ha yezhel kuzh.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]