Dear Friend

Eus Wikipedia

Dear Friend (Mignon kaezh) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz Paul McCartney (1942-) hag e wreg Linda (1941-1998) hag embannet d'ar 7 a viz Kerzu 1971 dre ma oa lod eus Wild Life, kentañ albom (studio) ar strollad Wings.

Pleustriñ a reas McCartney warni d'ar c'houlz (miz Du 1970-miz Meurzh 1971) m'edo-eñ o prientiñ e eil albom Ram, ne voe-hi ket dalc'het ennañ avat. Enrollet e voe an albom e Studioioù Abbey Road (Londrez) e-pad mizioù Gouere hag Eost 1971, ar gitarour Denny Laine[1] (1944-) hag ar soner taboulin Denny Seiwell (1943-) o kemer perzh en abadennoù gant ar c'houblad McCartney. Lod eo ivez eus The Paul McCartney Collection, un dastumad c'hwezek pladenn-arc'hant hag a zeuas e-maez e 1993.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'haller ker lâret e voe ur prantad eus an dibab an hini a heulias dispartiañ ar strollad The Beatles koulz d'ar pevar ezel anezhañ ha d'ar re sot gant o sonerezh : en em zebriñ a reas John Lennon (1940-1980) ha Paul McCartney buan a-walc'h, evel bugale en degouezhioù 'zo.

D'an 11 a viz Kerzu 1970 e voe embannet John Lennon/Plastic Ono Band gant Lennon, e gentañ albom (studio) hag a zo chomet evel unan eus pennoberennoù an arzour : ne oa ket par dezhañ, na tost, an hini — McCartney — a oa bet embannet gant McCartney abretoc'hik[2]. Ha ne chomas ket ar mediaoù saoz hep reiñ o ali evel-just. Feuket sur a-walc'h e krogas McCartney da skeiñ tachoù gant e geneil kozh. Pa deuas e-maez Ram e miz Mae 1971 e c'helljod klevout ar pozioù "Well, well, well" er ganaouenn Long Hair Lady, un doare da luadenniñ titl kanaouenn Lennon Well Well Well[3]. Gerioù 'zo eus ar sonenn Too Many People — "Too many people preaching practices" — a oa ur gwir flemmadenn ouzh emzalc'h Lennon hag e wreg Yoko (1933-). Gwashoc'h c'hoazh : dibabet en devoa McCartney skeudenn daou c'hwil[4] o c'hoari daou da skeudennaouiñ golo e bladenn[5] : n'halle ket Lennon chom hep kompren ar gemennadenn. Ne zaleas ket gwall bell e respont ha pa voe embannet Imagine e miz Gwengolo 1971[6] e voe sklaer evel lagad an naer gerioù 'zo eus ar ganaouenn How Do You Sleep?[7] : "The only thing you done was yesterday And since you're gone you're just another day". Anv a oa eus Yesterday hag Another Day, div ganaouenn savet gant McCartney e 1965 ha 1970 hag a zisplije kalz da Lennon.

Se zo kaoz ma voe savet Dear Friend gant McCartney da glask sioulaat an darempredoù kenetreze hag astenn e zorn d'e vignon, ar pezh a voe kadarnaet gantañ digudenn e-barzh al levr Conversations with McCartney[8] (miz Gwengolo 2015). En aner dre m'en em yenas an eil ouzh egile e-pad pell amzer.

E miz Ebrel 1982 en devoe tro Paul McCartney da sevel ha kanañ Here Today[9], ur ganaouenn all gouestlet da Lennon, bet muntret e New York d'an 8 a viz Kerzu 1980...

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Plassat, The Beatles discomania, JBz & Cie (Hugo et Compagnie), miz Gwengolo 2011, pajennoù 43-47.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bet ezel eus ar strollad saoz The Moody Blues.
  2. E miz Ebrel 1970
  3. E-barzh John Lennon/Plastic Ono Band
  4. "Beetle" e saozneg.
  5. Golo ar bladenn Ram war al lec'hienn Maccaclub.
  6. D'an 9 e Stadoù-Unanet Amerika ha d'an 8 a viz Here er Rouantelezh-Unanet.
  7. Ar solo gitar a glever e How Do You Sleep? a oa bet sonet gant George Harrison (1943-2001) a zo kaeroc'h...
  8. Atersadennoù McCartney kaset da benn gant ar c'hazetenner saoz Paul Du Noyer (1954-) a-hed e vicher.
  9. E-barzh an albom Tug of War.